Rouedad ar Brezhoneg
brezhoneg@rouedad.bzh
D’an 13 a viz Du 2018
Aotrou Prezidant Kuzul Rannvro Breizh,
Da heul embann disoc’hoù ar studiadenn sokioyezhoniel diwar benn yezhoù Breizh, kaset gant TMO, en deus en emvodet ar c’hevredigezhioù a labour evit ar brezhoneg, d’an 13 a viz Here 2018 e Plañvour.
Ma seblant an niver a vrezhonegerien bezañ stabil a-walc’h, e gwirionez e ya war gil an niver a dud a implij ar yezh, keidenn oad ar vrezhonegerien zo hi aet a galz war gresk, ar pezh a gas hep mar ebet war zu ur c’holl eus hanter ar vrezhonegerien en dek pe pemzek vloaz a-zeu.
Dre ar c’helenn e dremen darn vrasañ an treuzkas hiziv an deiz, er skolioù evit ar vugale, er c’hentelioù, stajoù pe stummadurioù hir evit an dud deuet. Merzhet e vez memestra e gresk en dro an treuzkas er familhoù (10 % eus ar vrezhonegerien yaouank), ar pezh a zo sin vat.
Daoust d’ar boblañs bezañ stag d’ar yezh ha daoust d’an implijoù e brezhoneg kenderc’hel da vont war-raok, betek tizhout 1500 implij, e chom treut pe treutoc’h plas ar brezhoneg er vuhez pemdez hag er vuhez foran.
War e dalaroù emañ ar brezhoneg, ha ma ne vo ket engouestlet da vat doareoù gant arc’hant ha gant tud eviti e varvo e fin ar c’hantvet-mañ. Strivoù zo bet graet er bloavezhioù tremenet, met siwazh ret eo anzav n’eo ket trawalc’h evit derc’hel bev hor yezh. Ret eo eta kemer divizoù diouzhtu ha lakaat e plas an doareoù ne c’heller ket ober hepto evit dont a-benn da saveteiñ ha da dreuzkas ar brezhoneg, dreist holl o ledañ ar c’helenn anezhi. O sellet ouzh disoc’hoù an enklask , sokioyezhoniel, e ouezit emañ a-du 73 % eus ar vreizhiz ganeoc’h ma vo kelennet muioc’h a vrezhoneg er skolioù publik, prevez pe kevredigezhel Diwan.
War chouk an dilennidi, holl dilennidi Breizh 5 departamant, emañ marv pe azbevaad yezh hon hendadoù hag hor vugale, hag ur sapre atebegezh eo ! Setu perak e c’houlennomp ur gwir steuñv a zifrae, kerkent a 2019, o toubliñ budjed ar brezhoneg, evit mont buan davet 1 % eus budjed ar Rannvro, hag ivez :
• d’ober a-seurt ma vo doujet ouzh an emglev spesadel evit treuzkas yezhoù Breizh sinet e 2015 etre ar Stad hag ar Rannvro ;
• da zerc’hel gwelloc’h kont eus dibarderioù Diwan, o vezañ ne vezont ket meneget en emglev-mañ;
• da stagañ skoaziadoù arc’hant ar Rannvro ouzh implij ar brezhoneg ;
• da lakaat ar brezhoneg da zanvez henchañ treuz ar Breizh Cop ma c’hello pep annezad-ez eus Breizh dont a-benn da gaout ma fell dezhañ-dezhi ul lec’h da zeskiñ brezhoneg pe e brezhoneg ha bezañ gouest da implij ar yezh er vuhez, sokial, ekonomikel, sevenadurel pe c’hoazh foran ;
• da lakaat e-pleustr ar pezh a oa bet kinniget da geñver emgavioù ar brezhoneg e miz Here 2016 evit kreñvaat ar skoazell d’ar c’hevredigezhioù ha d’an ensavadurioù a labour evit ar brezhoneg.
Dalc’het hon eus soñj eus ho klozadur da zevezh an emgavioù-mañ : «… Nous prendrons notre place, nous savons que nous ne ferons pas tout tous seuls, nous ferons avec vous, … soyez certains de notre ferme volonté et nous partageons le désir de langue que vous avez, nous allons le poursuivre et c’est un travail dont nous vous rendrons compte, régulièrement…»
O welet e tougomp ar memes c’hoant evit treuzkas ar yezh hag o welet ar stad a zifrae diskouezet gant enklask TMO e sachomp hoc’h evezh war an ezhomm a doareoù kreñv ha youlek da geñver ar politikerezh yezh nevez a vo votet gant Kuzul Rannvro Breizh e miz Kerzu.
Bezit asur eus hor youl da vont war raok asambles ha degemerit Aotrou Prezidant hor gwellañ gourc’hemennoù.
Ar re a sin :
An Drouizig Ar Falz / Skol Vreizh Ar Redadeg Ar sklerijenn – Henbont Arvorig FM Bak e Brezhoneg Bannoù Heol Bod Kelenn Bodadeg ar Gouren / Fédération de Gouren Brezhoneg Bro-Redon Brezhoneg e Brest Brezhoneg e Gwened Bruzhoneg C’hoariva Deskiñ d’an Oadourien Dihun Div yezh Divskouarn Diwan Edubreizh Emglev Bro an Oriant Emglev Bro Gwened Emglev Bro Karaez Hent ar Furnez – Gwitreg Keit Vimp Bev Kelennerien war ar brezhoneg e rannvro Pariz / Association des professeurs de langue Bretonne de Paris (KBP-APLB) |
Kelenn Kelennomp ! Kenstroll “brezhoneg e bro Roazhon” / Collectif “du breton dans le pays de Rennes” Kenstroll Breizh Kevre Breizh KLT Kreizenn Sevenadurel Vreizhek Abherve Mervent Mignoned ar brezhoneg OpenStreetMap e Brezhoneg Poellgor “Bed niverel” Radio Bro Gwened Radio Kerne RAOK – Brezhoneg e Kreiz-Breizh Roudour Sked Skeudenn Bro Roazhon Skol an Emsav Strollad 44=BZH Strollad Ai’ta! Stumdi Telenn – Ti ar Vro Sant-Brieg Ti ar Vro Kemper Ti ar Vro Landerne Daoulaz Ti ar Vro Leon Ti ar Vro Treger-GoueloùYezhoù ha Sevenadur |
Lizher stumm PDF amañ : 2018 11 13 Lizher da brezidant ar Rannvro – rouedad ar brezhoneg