Kemerit perzh erc ‘hollok war dazont ha treuzkas er familhoù
D’an 23 ha 24 a viz Du 2018 en Oriant e vo aozet ar c’hollok etrebroadel – Brezhoneg, yezhoù minorelaet : dazont ha treuzkas er familhoù. Bodet e vo arbennigourien 6 skol-veur eus Europa evit ar c’hollok-mañ. Lakit ho anv en linenn !
Kenaozet gant Kuzul sevenadurel Breizh ha Skol-veur Kreisteiz Breizh (gant skoazell Rannvro Breizh evit he folitikerezh yezh, skol-veur Roazhon 2 ha skourr Roazhon kreizenn an enklaskoù breizhek ha keltiek)
Palioù ar c’hollok :
- Taolenniñ stad an treuzkas er familhoù hag e c’heñveriañ en un toullad yezhoù minorelaet all en Europa ar c’hornôg ;
- Diskouez pegen pouezus eo an treuzkas er familhoù evit ma chomo bev ar brezhoneg hag ar yezhoù minorelaet ;
- Kinnig binvioù d’an dilennidi evit ma vo kemeret e kont an treuzkas er politikerezhioù publik.
Kemer a ra perzh, Stumdi en un daol-grenn d’ar Sadorn 24 a viz Du 2018 da 1e30. An Tem : degouezh ar brezhoneg “Ar pezh zo ret et gevredigezh evit ma vo treuzkaset ar yezh er familoù hag o endro”.
Gant ar c’hevredigezhioù : Divskouarn, Babigoù Breizh, Diwan, Stumdi, Emglev Bro An Oriant, Kamp Etrekeltiek evit ar Vrezhonegerien (KEAV).
Lusker : Maël LE GUENNEC, Karget eus an abadennoù brezhonek e FR3 Breizh.
E brezhoneg, treiñ war ar prim e galleg.
Université Bretagne Sud, 4 rue Jean-Zay à Lorient, Faculté des Lettres, Langues, Sciences Humaines et Sociales, amphithéâtre Chappé.
Digoust ha digor d’an holl. Enskrivadur goulennet, mont e-barzh betek ma chomo plasoù.
Titouroù hag enskrivadurioù : conseil.culturel@bretagne.bzh / 02 99 27 18 30
Muioc’h a ditouroù : Colloque internatinal « langue bretonne, langues minorisées : avenir et transmission familiale »