Ar Redadeg a zo o tostaat !!! Ober a raio tro Breizh etre ar 17 hag ar 25 a viz Mae 2024 ! ?♀️?♂️?♀️?♂️
Ur redadeg a-bep-eil eo, evit an holl hag evit ar blijadur.
N’eus taol-kaer ebet d’ober, maout ebet da c’hounit. Dont a ra an tadoù ha mammoù gant o bugale, an dud-kozh gant o bugale-vihan, ar re yaouank gant o mignoned, da redek 100 pe 1000 m, an holl a-gevret.
An holl troet war-du un dra hepken : ambroug dougerien ar vazh-test, hag ar c’hemenn e brezhoneg a zo enni, hep distag, hag an trec’h eo trec’h an holl, ar skoazell roet gant ar bobl d’ar brezhoneg.
Bodañ a ra miliadoù a dud e pevar c’horn ar vro ha spegus eo al laouenidigezh !
Gwerzhet e vo ar c’hilometradoù d’an dud, d’ar strollegezhioù, d’an embregerezhioù, d’ar c’hevredigezhioù,… da lâret eo d’an nep a fell dezhañ kemer perzh en darvoud a-benn skoazellañ ar brezhoneg. An hanter eus ar gounidoù az aio da arc’hantiñ rouedad ar skolioù Diwan. An hanter all a sikouro kevredigezhioù da implij, diorren ha treuzkas ar brezhoneg er gevredigezh a-vremañ.
Berzh kentañ an darvoud, leun a levenez hag a startijenn, a chom a-hed ar bloavezhioù.
Dibaoe an hini kentañ a ya an darvoud war-gresk.
Muioc’h a ditouroù amañ : https://www.ar-redadeg.bzh/br/ar-redadeg/article/muioc-h-a-ditourou
Prenet e vez bep bloaz ur c’hilometr gant Stumdi a-benn souten ar Redadeg hag ar raktresoù e brezhoneg.
Prest oc’h ?? Deuit niverus da redek ganeomp !! ??
KM 1941 | 24/05/2024 | 18:14 | Landerne
Programm gouel al loc’hañ e Beg ar Raz : https://www.ar-redadeg.bzh/br/keleier/article/programm-al-loc-han-2024-deus-beg-ar-raz
Programm gouel an degouezh e Montroulez : https://www.ar-redadeg.bzh/br/keleier/article/programm-degouezh-2024-e-montroulez
Ha stajidi Stumdi ?
Redet e vo ganto ivez evel-just !! Prenet ez eus bet 2 gilometr ganto ?
Km stajidi Gwengamp : KM 1519 | 23/05/2024 | 09:51 | Gwengamp
Km stajidi Landerne : KM 1940 | 24/05/2024 | 18:10 | Landerne