Facebook Youtube LinkedIn Twitter Instagram

Galv da vanifestiñ d’ar Sadorn 3 a viz C’hwevrer 2024 e Sant-Brieg

Perak e rankomp mont d’ar vanifestadeg Diwan e Sant-Brieg d’an 3 a viz C’hwevrer 2024 ?

Evit ur gwir bolitikerezh yezh en Aodoù-an-Arvor !

 

Gervel a ra Diwan da vont da vanifestiñ d’ar Sadorn 3 a viz C’hwevrer evit meur a abeg. Pennad da lenn amañ :

Perak e rankomp mont d’ar vanifestadeg Diwan e Sant-Brieg d’an 3 a viz C’hwevrer 2024

Kengred eo Stumdi gant Diwan ha pediñ a ra an holl stajidi, bet hag a-vremañ, gopridi e gevredigezh da vont da vanifestiñ.

Stumdi a zo staliet abaoe un toullad bloavezhioù e departamant Aodoù-an-Arvor ha staliet eo e 2 lec’h : Gwengamp (abaoe 2009) ha Sant-Brieg (abaoe 2015).

Pal pennañ hor c’hreizenn-stummañ eo kelenn ar brezhoneg d’an oadourien dre un hentenn deskiñ hag a ro an tu dezho da anavezout ha da implijout ar yezh-se war ar bemdez goude 6 miz stummadur, pe 9 miz zoken. Stummañ a reomp bep bloaz, ur c’hant bennak a stajidi war ar stummadurioù-se e Breizh, en o zouez un tregont bennak e departamant Aodoù-an-Arvor.

Abalamour d’ar berzh-se hor boa labouret gant Pol implij Gwengamp e 2021 war ur stummadur micherel dibar a gas da vicherioù ar radio e brezhoneg.

Stumdi centre de formation en langue bretonne - Le breton en 6 mois

 

E fin o stummadur ha 6 miz goude e c’houlennomp digant ar stajidi petra int deuet da vezañ. An darn vrasañ anezho a gav pe a adkav ul labour goude o stummadur.

80% eus an tachennoù labour a zo liammet ouzh ar c’helenn en hentennoù divyezhek pe dre soubidigezh e Diwan. Stummañ a reomp neuze kelennerien da zont ar skolioù.

Un oberour a-bouez eo Stumdi en Aodoù-an-Arvor. Evit derc’hel gant al lusk-se ha diorren hor c’hinnig stummadurioù er c’horn-bro e c’houlennomp sikour bep bloaz digant Departamant Aodoù-an-Arvor.

 

Siwazh, ne c’hallomp nemet lakaat war-wel an diouer a skoazell eus perzh Departamant Aodoù-an-Arvor a zo an departamant nemetañ o chom hep reiñ ur yalc’had d’hor c’hreizenn-stummañ.

Abalamour da-se e c’halvomp an holl da vont da vanifestiñ neuze d’ar Sadorn 3 a viz C’hwevrer 2024 e Sant-Brieg (emgav da 2e dirak an Ti gar) evit ma vo lakaet e plas ur gwir bolitikerezh yezh gant Departamant Aodoù-an-Arvor !

 

Renerezh Stumdi hag ar C’huzul-merañ

 

Galv stumm PDF amañ : Galv da vanifestiñ – Appel à manifester