Facebook Youtube LinkedIn Twitter Instagram

STUMMER·EZ STUMDI E BREST

Bez emañ aozadur stummañ Stumdi o klask ur stummer·ez war ar brezhoneg evit Miz Du 2025 evit 7 miz.

 

Pennad kinnig : 

Klask a ra Stumdi ur stummer.ez ouzhpenn evit klokaat skipailh Penn-ar-Bed etre miz Du 2025 ha miz Even 2026 ! C’hoant ‘peus da gemer perzh er raktres-mañ ha labourat gant skipailh Stumdi, deuit da labourat ganeomp !

Post-labour : Stummer·ez war ar brezhoneg

Emglev a-stroll ar stummañ : Pazenn 13

Amzer labour : Leun-amzer

Kevrat : CDD 7miz

Lec’h labour : Post diazezet e Brest (52 hent Emile Zola 29200 BREST)

Deiziad kregiñ : D’ar Yaou 20 a viz Du 2025 betek an 20 a viz Even 2026

 

AR POST :

 

Kefridioù : 

  • Prientiñ ar c’hentelioù o heuliañ programm Stumdi ha mont en-dro ar greizenn stummañ gant sikour ar stummerien.
  • Prientiñ dafar pedagogel a-zere.
  • Stummañ ar stajidi war 5 barregezh ar CECRL e brezhoneg er stummadurioù micherel 6 miz ha 3 miz.
  • Kemer perzh en emvodoù kenurzhiañ.

Aozioù labour : 

  • Kentelioù e Brest.
  • Kentelioù e lec’hioù all diouzh an ezhomm.
  • Kentelioù diouzh an deiz

Barregezhioù goulennet :

Dre ret : 

  • Live brezhoneg uhel dre-gomz ha dre-skrid : C1 – live 5 an DBY pe Aotreegezh war ar brezhoneg
  • Bezañ gouest da verañ e amzer-labour (kelenn er c’hlas, enklask/prientiñ kentelioù, kefridioù all a denn da vont-en-dro ar greizenn stummañ)
  • Implijout benvegoù skipailh enlinenn (Ostilh Google)
  • Aotre-bleniañ B

Degemeret mat :

  • Diplom / Skiant-prenet war ar c’helenn hag ar bedagogiezh
  • Anavezout bed ha mont-en-dro ar stummañ evit an dud deuet
  • Anavezout an teknikoù pedagogel a-vremañ war ar c’helenn yezhoù
  • Bezañ gouest d’ober gant benvegoù ha teknikoù kelenn a-bell

 

Doare den :

 

  • En e vleud gant ur strollad tud deuet
  • Entanet gant ar c’helenn da dud liesseurt
  • Kaout c’hoant da labourat a-skipailh
  • Prest d’en em stummañ ha da zeskiñ ar vicher war ar pemdez
  • Gouest da labourat en ur mod emren koulz hag a-stroll
  • Entanet o teskiñ hag o rannañ e ouiziegezh dalc’hmat
  • Intrudu ha mennozhioù nevez

Ur stummadur a vo kinniget e diabarzh ar greizenn e Landerne. Ouzhpenn-se e vo harpet hag ambrouget ar stummer nevez gant ar skipailh.

 

Evit en em ginnig : Kasit ur CV hag ul lizher en em ginnig da contact@stumdi.bzh a-raok an 10 a viz Du 2025.