facebook_dark Twitter youtube_dark

ASEM Skol Diwan An Oriant

 

Employeur : Skol Diwan An Oriant

Domaine : Ecole

Poste à pourvoir : 30 août 2018

Type de contrat : CDD 12 mois

Descriptif du poste :

O klask emañ DIWAN AN ORIANT un den evit ur post ASEM

Kargoù :

–          Degemer ar vugale ha tud ar vugale asambles gant ar skolaer pe ar skolaerez.

–          Sikour ar vugale da vezañ emren

–          Ober war dro ar vugale, o surentez hag ar yec’honiezh.

–          Harpañ ar skolaer-ez da brientiñ an dafar pedagogel pe al labour pedagogel

–          Kemprenn ar salioù-klas hag an dafar

–          Bezañ ul liamm gant tud ar vugale

–          Kemer perzh e –barzh ar rakresoù deskadurezh

Kargoù resis :

–          E pad pred ar vugale : ober war o zro, diwal, aozañ ha buheziñ prantad ar predoù.

–          Kemer e karg ar vugale a-raok ha war-lerc’h o fred, a-raok ha war-lec’h ar skol.

–          Kas ar vugale d’ar c’housk-aes

–          Kemer perzh er prantadoù troskol hag e-maez an amzer skol.

Kevrat :

Kevrat termenet a 12 miz. 35 eurvezh /sizhun –  Ar gwir da gaout un implij PEC. Ar raktres micherel a ranko klotaat gant al labour.

Ar skol : Tro 90 a vugale, 4 skolaer, 7 goprad – Skol vamm ha kentañ derez.

Gopr :9.88€ / eur kriz

Lec’h al labour : 1 straed Ferdinand Buisson, 56100 An Oriant.

Kregiñ a raio al labour adalek an 30 a viz Eost 2018 – Tuta adalek miz Even.

Skiant prenañ : 6 miz d’an nebeutañ

Profil :

  • Brezhoneg komzet ha skrivet dre ret
  • CAP bugaligoù – DABU ha kement zo
  • Skiant prenet gant ar vugale.
  • Gouest da labourat dre skipailh, kemer intrudu ha bezañ emren.

Contact : M’emaoc’h dedennet gant ar post labour-mañ, deuit en darempred ganeomp en ur gas ur bostel, enni ur CV hag ho lizher emginnig da audemarie.leroux@gmail.com