{"id":10964,"date":"2021-09-22T14:02:24","date_gmt":"2021-09-22T12:02:24","guid":{"rendered":"https:\/\/stumdi.bzh\/?p=10964"},"modified":"2021-11-23T16:22:23","modified_gmt":"2021-11-23T15:22:23","slug":"stourm-brezhoneg-postou-labour","status":"publish","type":"post","link":"https:\/\/stumdi.bzh\/bzh\/stourm-brezhoneg-postou-labour\/","title":{"rendered":"Stourm &#8211; Brezhoneg = posto\u00f9 labour !"},"content":{"rendered":"<p style=\"text-align: center;\"><strong>Brezhoneg = posto\u00f9 labour !<\/strong><br \/>\n<strong>Daou zevezh stourm d\u2019an 21 ha 22 a viz Gwengolo !<\/strong><\/p>\n<p>E miz Mae tost da 15 000 Breizhad o doa dibunet e straedo\u00f9 Gwengamp evit enebi\u00f1 ouzh ar c\u2019huzul-bonreizhel en doa nullet ul lodenn deus al lezenn \u00ab Molac \u00bb diwar-benn ar yezho\u00f9 a reer \u00ab rannvro \u00bb anezho ha diskl\u00eariet e oa divonreizhel ar c\u2019helenn dre soubidigezh. Kement-se a oa bet dibenn uhela\u00f1 ur c\u2019houlzad stourm evit ar c\u2019helenn brezhoneg en holl hentenno\u00f9 hag evit ma vo un emglev Stad-Rannvro diwar-benn an implij ha treuzkas yezho\u00f9 Breizh a-zoare hag a glote gant azgoulenno\u00f9 ar Vretoned.<\/p>\n<p>D\u2019an 10 a viz Even, daou gannad eus luskad prezidant ar Republik (Y. Kerlogot ha Ch. Euzet) a oa bet bet roet ar c\u2019hefridi dezho da gavout un diskoulm da-heul an degouezh-se ha prometet o doa deomp dre hanterouriezh ar c\u2019hazetenno\u00f9 e vije seder an distro-skol.<\/p>\n<p>N\u2019eo ket seder tamm ebet an distro-skol.<\/p>\n<p>En deskadurezh divyezhek publik eo bet renablet un tamm mat a ziaesterio\u00f9 : klaso\u00f9 serret, raktreso\u00f9 digeri\u00f1 n\u2019int ket bet kaset da benn, diaezamanto\u00f9 da duta skolaerien\u2026<\/p>\n<p>En eil derez e liseo\u00f9 Gwengamp ha Montroulez hag e skolajo\u00f9 Kallag, Plouha, Lanveur, Pla\u00f1vour, Sant-Brieg, hag er c\u2019henta\u00f1 derez e Kleder, Langidig, Kleden, Montroulez, Pleuzal-Runan, Mo\u00f1forzh&#8230;<\/p>\n<p>Er skolio\u00f9 Diwan, klaso\u00f9 skolajo\u00f9 ar Releg ha Plijidi zo karget mat peogwir eo bet degemeret ar vugale n\u2019o deus ket kavet plas en deskadurezh publik kar n\u2019eo ket bet gouest ar Stad da ginnig ar c\u2019hendalc\u2019h pedagogel (betek 40 bugel dre glas !!)<\/p>\n<p>Darn eus al lezenn Molac zo talvoudus c\u2019hoazh :<\/p>\n<p>Da skouer e rank an Deskadurezh-Stad douja\u00f1 ouzh ar c\u2019hendalc\u2019h pedagogel en eil derez evit an hentenn bublik divyezhek. Ne vez ket doujet ouzh al lezenn gant ar servij publik.<\/p>\n<p>Evit Diwan e rank an tez-k\u00ear a gas bugale davet ar skolio\u00f9 Diwan paea\u00f1 an treziad-skol evit bugale o c\u2019humun. Kalz a chom hep en ober.<\/p>\n<p>Kuzul Rannvro Breizh zo bet dilennet en ur bromet\u00f1 \u00ab nebeutoc\u2019h a Bariz ha muioc\u2019h a Vreizh \u00bb, evel m\u2019en lavare an Ao. Prezidant Loig Chesnais-Girard&#8230; An holl zilennidi pe strollado\u00f9 e penn an departamanto\u00f9 hag ar Rannvro a oa deuet da vanifest\u00f1 e Gwengamp ha roet o c\u2019her da zifenn ar brezhoneg.<\/p>\n<p>Danevell Yannick Kerlogot ha Ch. Euzet n\u2019he deus diskoulmet mann ebet ha n\u2019eo ket talvoudus da sederat an distro-skol.<\/p>\n<p>Gwashoc\u2019h c\u2019hoazh ! Emaomp o paouez gouzout e oa bet kuzhet deomp un danevell all savet e 2019 gant daou enseller an Deskadurezh-Stad : Yves Bernab\u00e9 ha Sonia Dubourg Labrovv, diwarbenn ar c\u2019helenn dre soubidigezh e Diwan. O c\u2019hinnigo\u00f9 a c\u2019hellfe beza\u00f1 implijet en holl hentenno\u00f9.<\/p>\n<p>Anzav a reont ez eo efedus hag a galite deskadurezh ar skolio\u00f9 Diwan, hag ar c\u2019helenn dre soubidigezh, alia\u00f1 a reont koulskoude da zigreski\u00f1 an niver a eurio\u00f9 kelennet e brezhoneg war an amzer skol. Evel ma kinnigont da sellet pizh hag-e\u00f1 e klot ar c\u2019hevrato\u00f9 kevredi\u00f1 etre Diwan hag an Deskadurezh-Stad gant al lezenn.<\/p>\n<p>Peogwir ez eo deuet Diwan da veza\u00f1 unan eus arouezio\u00f9 Breizh e kinnig danevell 2019 da ziskar Diwan. Ar C\u2019huzul-bonreizhel en deus diskl\u00eariet e miz Mae ema\u00f1 enepvonreizhel ar c\u2019helenn dre soubidigezh. Mard eo lakaet e pleustr ar pezh a ginnig an danevell e vo Diwan en arvar da vervel ha ne vo ket tu mont gwall bell war hent ar soubidigezh en deskadurezh publik.<\/p>\n<p>N\u2019eus anv ebet gant ar C\u2019huzul Rannvro da dala\u00f1 ouzh an dagadenn nevez-ma\u00f1.<\/p>\n<p>En so\u00f1j ema\u00f1 dilennidi Kuzul Rannvro Breizh da gaozeal gant ar Stad diwar-benn an emglev Stad-Rannvro evit treuzkas ha kelenn Yezho\u00f9 Breizh hep goulenn da genta\u00f1-tout e vije korbellet an diellse ?<br \/>\nN\u2019hon eus ket klevet anezho. Pas muioc\u2019h pe re nebeut diwar-benn diaesterio\u00f9 an distro-skol. Siwazh.<\/p>\n<p>Labourerien ha labourerezed ar brezhoneg, ganeoc\u2019h eo vez lakaet an trao\u00f9 da drei\u00f1 war an tu mat ha kement-se gant nebeut a arc\u2019hant !<br \/>\nDegasomp da so\u00f1j d\u2019an dilennidi ar pezh o deus prometet !<br \/>\nAr brezhoneg a vevo, rankout a ra hon hentenno\u00f9 mont war gresk en ur mod seder ha pas krakveva\u00f1 en ur c\u2019houza\u00f1v ar rusterio\u00f9 ekonomikel, an divarregezhio\u00f9, hag enebiezh ar Stad pe ur maodiern bennak.<\/p>\n<p>Er skolio\u00f9, skolajo\u00f9, liseo\u00f9, gant ar skolidi, ar gerent, ar genseurted en holl hentenno\u00f9, implijidi ar radioio\u00f9, ar gelaouennerien skinwel, gopridi ar c\u2019hreizenno\u00f9 sevenadurel, re an emglevio\u00f9-bro, kelennerien kentelio\u00f9 noz, stajidi, implijidi ttlet, GWATASMed, implijidi nann-gelennerien, buhezourien ar c\u2019hreizenno\u00f9 dudi , ar magourio\u00f9, pe labourerien ar melestradur pe an OPAB, aktourien ha tud oberiant er c\u2019hwleweled hag er sinema pe er c\u2019hompagnunezhio\u00f9 c\u2019hoariva&#8230;<\/p>\n<p>D\u2019an 21 a viz Gwengolo eo bet kemeret perzh gant an implijdi brezhonegerien er stourmadeg war o lec\u2019h-labour en ur aoza\u00f1 un emvod kelaoui\u00f1, un tolpadeg, un oberenn bennak dindan ar ger-stur : \u00ab brezhoneg = posto\u00f9 labour \u00bb hag embannet ar poltredo\u00f9 war ar rouedado\u00f9 sokial.<\/p>\n<p>D\u2019an 22 a viz Gwengolo e Karaez da 4e GM dirak Kastell Kerampuilh a-benn lakaat hon azgoulenno\u00f9 da veza\u00f1 klevet, fellout a ra deomp beza\u00f1 degemeret gant Ch. Troadec bez prezidant ar Rannvro e karg eus ar brezhoneg :<\/p>\n<p>-Ar c\u2019hendalc\u2019h pedagogel en eil derez en deskadurezh publik divyezhek hag un doare da duta tud evit tremen dreist ar skoilho\u00f9 er c\u2019henta\u00f1 derez.<\/p>\n<p>-Kresk an debarzhadur hollek a eurvezhio\u00f9 (DHE) e skolajo\u00f9 Diwan Plijidi hag ar Releg a rankfe tuta ha daouhanteri\u00f1 ar c\u2019hlaso\u00f9.<\/p>\n<p>-An treziad-skol evit gwir a-berzh an holl gumunio\u00f9 da zDiwan, ar pezh a servijo da welaat an doareo\u00f9 da labourat ha stad an implijidi nann-gelennerien.<\/p>\n<p>-Kresk ar posto\u00f9 evit ar c\u2019henstrivadego\u00f9 kelennerien divyezhek en hentenno\u00f9 prevez, publik hag e Diwan. Er c\u2019henta\u00f1 koulz hag en eil derez. E Akademiezh Roazhon hag e Naoned.<\/p>\n<p>-Ur c\u2019hinnig ledanoc\u2019h a zanvezio\u00f9 kelennet en deskadurezh publik ha prevez er skolaj hag el lise.<\/p>\n<p>-Un dislavar splann ha sklaer a-berzh ar Rannvro diwar-benn danevell Yves Bernab\u00e9 ha Sonia Dubourg Labrovv a zo e bal diskar Diwan hag ar soubidigezh.<\/p>\n<p>-Ur poent kelaoui\u00f1 gant Rannvro Breizh da c\u2019houzout pelec\u2019h emaomp degouezhet gant an emglev Stad-Rannvro diwar-benn Yezho\u00f9 Breizh a zo chomet sac\u2019het abaoe miz C\u2019hwevrer 2021.<\/p>\n<p>-Un dislavar splann ha sklaer a-berzh ar Rannvro diwar-benn labour didalvoud ha dipitus Y. Kerlogot ha Ch. Euzet a zo en so\u00f1j da fzia\u00f1 d\u2019ar Stad hepken aozadur ar c\u2019helenn divyezhek.<\/p>\n<p>-Kresk an danvezio\u00f9 a c\u2019hellfe beza\u00f1 e brezhoneg evit ar Breved hag ar Bak evel ma vez goulennet gant liseidi ha skolajidi Diwan e-mesk reo\u00f9 all.<\/p>\n<p>-Ar gwir d\u2019ober gant ar c\u2019helenn dre soubidigezh en holl hentenno\u00f9 evel ma c\u2019heller en ober e hanternoz Bro-Euskal e-lec\u2019h m\u2019eo bet asantet gant Akademiezh Bourdel digeri\u00f1 pevar c\u2019hlas publik dre soubidigezh.<\/p>\n<p>-Distro kelenn ar brezhoneg e Skol-veur Naoned ha kevrata skol Diwan Sant-Ervlan a rankfe beza\u00f1 graet dija.<\/p>\n<p>-Kresk frank budjed ar brezhoneg gant Kuzul Rannvro Breizh. Ur c\u2019hresk ret da ziorenn an obererezhio\u00f9 brezhonek en ur groui\u00f1 posto\u00f9 labour. Ur plas ledan d\u2019ar brezhoneg er vuhez foran hag ur c\u2019hinnig a obererezhio\u00f9 brezhonek liesseurt evit an holl zo ret evit ur politkerezh yezh poellek.<\/p>\n<p>-Evit ma vo difennet ha broudet war an ton bras hor yezh gant ar Rannvro war dachenn Breizh abezh (gant Bro-Naoned).<\/p>\n<p>&nbsp;<\/p>\n<p><strong>MEDIAO\u00d9 :<\/strong><\/p>\n<p>France 3 Iroise\u00a0(3:30\u21924\u00a0:17) :\u00a0 <a href=\"https:\/\/france3-regions.francetvinfo.fr\/bretagne\/emissions\/jt-local-1920-iroise\">https:\/\/france3-regions.francetvinfo.fr\/bretagne\/emissions\/jt-local-1920-iroise<\/a><\/p>\n<p>Taol Lagad da 12e\u00a0(Diwan Gwened)\u00a0: <a href=\"https:\/\/france3-regions.francetvinfo.fr\/bretagne\/emissions\/jt-local-1213-taol-lagad\">https:\/\/france3-regions.francetvinfo.fr\/bretagne\/emissions\/jt-local-1213-taol-lagad<\/a><\/p>\n<p>Pennad Ouest-France : <a href=\"https:\/\/www.ouest-france.fr\/bretagne\/landerneau-29800\/breton-limmersion-devenue-anticonstitutionnelle-7c0dab3e-47d7-4edb-855a-a07ce59d33dc?utm_source=panorapresse&amp;utm_medium=site\">https:\/\/www.ouest-france.fr\/bretagne\/landerneau-29800\/breton-limmersion-devenue-anticonstitutionnelle-7c0dab3e-47d7-4edb-855a-a07ce59d33dc?utm_source=panorapresse&amp;utm_medium=site<\/a><\/p>\n<p>Pennad-kaoz FBBI\u00a0(02\u00a0:42) : <a href=\"https:\/\/www.francebleu.fr\/archives\/emissions\/keleier-breizh-7e15-fb-breizh-izel\/breizh-izel\">https:\/\/www.francebleu.fr\/archives\/emissions\/keleier-breizh-7e15-fb-breizh-izel\/breizh-izel<\/a><\/p>\n","protected":false},"excerpt":{"rendered":"","protected":false},"author":3,"featured_media":10961,"comment_status":"open","ping_status":"open","sticky":false,"template":"","format":"standard","meta":{"_acf_changed":false,"footnotes":""},"categories":[28],"tags":[],"class_list":["post-10964","post","type-post","status-publish","format-standard","has-post-thumbnail","hentry","category-keleier"],"acf":[],"yoast_head":"<!-- This site is optimized with the Yoast SEO plugin v27.8 - https:\/\/yoast.com\/product\/yoast-seo-wordpress\/ -->\n<title>Stourm - Brezhoneg = posto\u00f9 labour ! - Stumdi<\/title>\n<meta name=\"robots\" content=\"index, follow, max-snippet:-1, max-image-preview:large, max-video-preview:-1\" \/>\n<link rel=\"canonical\" href=\"https:\/\/stumdi.bzh\/journees-daction-langue-bretonne-emplois\/\" \/>\n<meta property=\"og:locale\" content=\"en_US\" \/>\n<meta property=\"og:type\" content=\"article\" \/>\n<meta property=\"og:title\" content=\"Stourm - Brezhoneg = posto\u00f9 labour ! - Stumdi\" \/>\n<meta property=\"og:url\" content=\"https:\/\/stumdi.bzh\/journees-daction-langue-bretonne-emplois\/\" \/>\n<meta property=\"og:site_name\" content=\"Stumdi\" \/>\n<meta property=\"article:publisher\" content=\"https:\/\/www.facebook.com\/stumdi\/\" \/>\n<meta property=\"article:published_time\" content=\"2021-09-22T12:02:24+00:00\" \/>\n<meta property=\"article:modified_time\" content=\"2021-11-23T15:22:23+00:00\" \/>\n<meta property=\"og:image\" content=\"https:\/\/stumdi.bzh\/wp-content\/uploads\/2021\/09\/Skritell_Brezhonegpostou-labour.jpg\" \/>\n\t<meta property=\"og:image:width\" content=\"720\" \/>\n\t<meta property=\"og:image:height\" content=\"511\" \/>\n\t<meta property=\"og:image:type\" content=\"image\/jpeg\" \/>\n<meta name=\"author\" content=\"Ya\u00eblle Le Gall\" \/>\n<meta name=\"twitter:card\" content=\"summary_large_image\" \/>\n<meta name=\"twitter:label1\" content=\"Written by\" \/>\n\t<meta name=\"twitter:data1\" content=\"Ya\u00eblle Le Gall\" \/>\n\t<meta name=\"twitter:label2\" content=\"Est. reading time\" \/>\n\t<meta name=\"twitter:data2\" content=\"6 minutes\" \/>\n<script type=\"application\/ld+json\" class=\"yoast-schema-graph\">{\"@context\":\"https:\\\/\\\/schema.org\",\"@graph\":[{\"@type\":\"Article\",\"@id\":\"https:\\\/\\\/stumdi.bzh\\\/journees-daction-langue-bretonne-emplois\\\/#article\",\"isPartOf\":{\"@id\":\"https:\\\/\\\/stumdi.bzh\\\/journees-daction-langue-bretonne-emplois\\\/\"},\"author\":{\"name\":\"Ya\u00eblle Le Gall\",\"@id\":\"https:\\\/\\\/stumdi.bzh\\\/#\\\/schema\\\/person\\\/d089f27a016ac1d91e19d10e08f153b3\"},\"headline\":\"Stourm &#8211; Brezhoneg = posto\u00f9 labour !\",\"datePublished\":\"2021-09-22T12:02:24+00:00\",\"dateModified\":\"2021-11-23T15:22:23+00:00\",\"mainEntityOfPage\":{\"@id\":\"https:\\\/\\\/stumdi.bzh\\\/journees-daction-langue-bretonne-emplois\\\/\"},\"wordCount\":1296,\"commentCount\":0,\"image\":{\"@id\":\"https:\\\/\\\/stumdi.bzh\\\/journees-daction-langue-bretonne-emplois\\\/#primaryimage\"},\"thumbnailUrl\":\"https:\\\/\\\/stumdi.bzh\\\/wp-content\\\/uploads\\\/2021\\\/09\\\/Skritell_Brezhonegpostou-labour.jpg\",\"articleSection\":[\"Keleier\"],\"inLanguage\":\"bzh-BZH\",\"potentialAction\":[{\"@type\":\"CommentAction\",\"name\":\"Comment\",\"target\":[\"https:\\\/\\\/stumdi.bzh\\\/journees-daction-langue-bretonne-emplois\\\/#respond\"]}]},{\"@type\":\"WebPage\",\"@id\":\"https:\\\/\\\/stumdi.bzh\\\/journees-daction-langue-bretonne-emplois\\\/\",\"url\":\"https:\\\/\\\/stumdi.bzh\\\/journees-daction-langue-bretonne-emplois\\\/\",\"name\":\"Stourm - Brezhoneg = posto\u00f9 labour ! - Stumdi\",\"isPartOf\":{\"@id\":\"https:\\\/\\\/stumdi.bzh\\\/#website\"},\"primaryImageOfPage\":{\"@id\":\"https:\\\/\\\/stumdi.bzh\\\/journees-daction-langue-bretonne-emplois\\\/#primaryimage\"},\"image\":{\"@id\":\"https:\\\/\\\/stumdi.bzh\\\/journees-daction-langue-bretonne-emplois\\\/#primaryimage\"},\"thumbnailUrl\":\"https:\\\/\\\/stumdi.bzh\\\/wp-content\\\/uploads\\\/2021\\\/09\\\/Skritell_Brezhonegpostou-labour.jpg\",\"datePublished\":\"2021-09-22T12:02:24+00:00\",\"dateModified\":\"2021-11-23T15:22:23+00:00\",\"author\":{\"@id\":\"https:\\\/\\\/stumdi.bzh\\\/#\\\/schema\\\/person\\\/d089f27a016ac1d91e19d10e08f153b3\"},\"breadcrumb\":{\"@id\":\"https:\\\/\\\/stumdi.bzh\\\/journees-daction-langue-bretonne-emplois\\\/#breadcrumb\"},\"inLanguage\":\"bzh-BZH\",\"potentialAction\":[{\"@type\":\"ReadAction\",\"target\":[\"https:\\\/\\\/stumdi.bzh\\\/journees-daction-langue-bretonne-emplois\\\/\"]}]},{\"@type\":\"ImageObject\",\"inLanguage\":\"bzh-BZH\",\"@id\":\"https:\\\/\\\/stumdi.bzh\\\/journees-daction-langue-bretonne-emplois\\\/#primaryimage\",\"url\":\"https:\\\/\\\/stumdi.bzh\\\/wp-content\\\/uploads\\\/2021\\\/09\\\/Skritell_Brezhonegpostou-labour.jpg\",\"contentUrl\":\"https:\\\/\\\/stumdi.bzh\\\/wp-content\\\/uploads\\\/2021\\\/09\\\/Skritell_Brezhonegpostou-labour.jpg\",\"width\":720,\"height\":511},{\"@type\":\"BreadcrumbList\",\"@id\":\"https:\\\/\\\/stumdi.bzh\\\/journees-daction-langue-bretonne-emplois\\\/#breadcrumb\",\"itemListElement\":[{\"@type\":\"ListItem\",\"position\":1,\"name\":\"Accueil\",\"item\":\"https:\\\/\\\/stumdi.bzh\\\/bzh\\\/accueil-breton\\\/\"},{\"@type\":\"ListItem\",\"position\":2,\"name\":\"Actualit\u00e9s\",\"item\":\"https:\\\/\\\/stumdi.bzh\\\/actualites-stumdi\\\/\"},{\"@type\":\"ListItem\",\"position\":3,\"name\":\"Stourm &#8211; Brezhoneg = posto\u00f9 labour !\"}]},{\"@type\":\"WebSite\",\"@id\":\"https:\\\/\\\/stumdi.bzh\\\/#website\",\"url\":\"https:\\\/\\\/stumdi.bzh\\\/\",\"name\":\"Stumdi\",\"description\":\"Centre de formation \u00e0 la langue Bretonne pour adultes\",\"potentialAction\":[{\"@type\":\"SearchAction\",\"target\":{\"@type\":\"EntryPoint\",\"urlTemplate\":\"https:\\\/\\\/stumdi.bzh\\\/?s={search_term_string}\"},\"query-input\":{\"@type\":\"PropertyValueSpecification\",\"valueRequired\":true,\"valueName\":\"search_term_string\"}}],\"inLanguage\":\"bzh-BZH\"},{\"@type\":\"Person\",\"@id\":\"https:\\\/\\\/stumdi.bzh\\\/#\\\/schema\\\/person\\\/d089f27a016ac1d91e19d10e08f153b3\",\"name\":\"Ya\u00eblle Le Gall\"}]}<\/script>\n<!-- \/ Yoast SEO plugin. -->","yoast_head_json":{"title":"Stourm - Brezhoneg = posto\u00f9 labour ! - Stumdi","robots":{"index":"index","follow":"follow","max-snippet":"max-snippet:-1","max-image-preview":"max-image-preview:large","max-video-preview":"max-video-preview:-1"},"canonical":"https:\/\/stumdi.bzh\/journees-daction-langue-bretonne-emplois\/","og_locale":"en_US","og_type":"article","og_title":"Stourm - Brezhoneg = posto\u00f9 labour ! - Stumdi","og_url":"https:\/\/stumdi.bzh\/journees-daction-langue-bretonne-emplois\/","og_site_name":"Stumdi","article_publisher":"https:\/\/www.facebook.com\/stumdi\/","article_published_time":"2021-09-22T12:02:24+00:00","article_modified_time":"2021-11-23T15:22:23+00:00","og_image":[{"width":720,"height":511,"url":"https:\/\/stumdi.bzh\/wp-content\/uploads\/2021\/09\/Skritell_Brezhonegpostou-labour.jpg","type":"image\/jpeg"}],"author":"Ya\u00eblle Le Gall","twitter_card":"summary_large_image","twitter_misc":{"Written by":"Ya\u00eblle Le Gall","Est. reading time":"6 minutes"},"schema":{"@context":"https:\/\/schema.org","@graph":[{"@type":"Article","@id":"https:\/\/stumdi.bzh\/journees-daction-langue-bretonne-emplois\/#article","isPartOf":{"@id":"https:\/\/stumdi.bzh\/journees-daction-langue-bretonne-emplois\/"},"author":{"name":"Ya\u00eblle Le Gall","@id":"https:\/\/stumdi.bzh\/#\/schema\/person\/d089f27a016ac1d91e19d10e08f153b3"},"headline":"Stourm &#8211; Brezhoneg = posto\u00f9 labour !","datePublished":"2021-09-22T12:02:24+00:00","dateModified":"2021-11-23T15:22:23+00:00","mainEntityOfPage":{"@id":"https:\/\/stumdi.bzh\/journees-daction-langue-bretonne-emplois\/"},"wordCount":1296,"commentCount":0,"image":{"@id":"https:\/\/stumdi.bzh\/journees-daction-langue-bretonne-emplois\/#primaryimage"},"thumbnailUrl":"https:\/\/stumdi.bzh\/wp-content\/uploads\/2021\/09\/Skritell_Brezhonegpostou-labour.jpg","articleSection":["Keleier"],"inLanguage":"bzh-BZH","potentialAction":[{"@type":"CommentAction","name":"Comment","target":["https:\/\/stumdi.bzh\/journees-daction-langue-bretonne-emplois\/#respond"]}]},{"@type":"WebPage","@id":"https:\/\/stumdi.bzh\/journees-daction-langue-bretonne-emplois\/","url":"https:\/\/stumdi.bzh\/journees-daction-langue-bretonne-emplois\/","name":"Stourm - Brezhoneg = posto\u00f9 labour ! - Stumdi","isPartOf":{"@id":"https:\/\/stumdi.bzh\/#website"},"primaryImageOfPage":{"@id":"https:\/\/stumdi.bzh\/journees-daction-langue-bretonne-emplois\/#primaryimage"},"image":{"@id":"https:\/\/stumdi.bzh\/journees-daction-langue-bretonne-emplois\/#primaryimage"},"thumbnailUrl":"https:\/\/stumdi.bzh\/wp-content\/uploads\/2021\/09\/Skritell_Brezhonegpostou-labour.jpg","datePublished":"2021-09-22T12:02:24+00:00","dateModified":"2021-11-23T15:22:23+00:00","author":{"@id":"https:\/\/stumdi.bzh\/#\/schema\/person\/d089f27a016ac1d91e19d10e08f153b3"},"breadcrumb":{"@id":"https:\/\/stumdi.bzh\/journees-daction-langue-bretonne-emplois\/#breadcrumb"},"inLanguage":"bzh-BZH","potentialAction":[{"@type":"ReadAction","target":["https:\/\/stumdi.bzh\/journees-daction-langue-bretonne-emplois\/"]}]},{"@type":"ImageObject","inLanguage":"bzh-BZH","@id":"https:\/\/stumdi.bzh\/journees-daction-langue-bretonne-emplois\/#primaryimage","url":"https:\/\/stumdi.bzh\/wp-content\/uploads\/2021\/09\/Skritell_Brezhonegpostou-labour.jpg","contentUrl":"https:\/\/stumdi.bzh\/wp-content\/uploads\/2021\/09\/Skritell_Brezhonegpostou-labour.jpg","width":720,"height":511},{"@type":"BreadcrumbList","@id":"https:\/\/stumdi.bzh\/journees-daction-langue-bretonne-emplois\/#breadcrumb","itemListElement":[{"@type":"ListItem","position":1,"name":"Accueil","item":"https:\/\/stumdi.bzh\/bzh\/accueil-breton\/"},{"@type":"ListItem","position":2,"name":"Actualit\u00e9s","item":"https:\/\/stumdi.bzh\/actualites-stumdi\/"},{"@type":"ListItem","position":3,"name":"Stourm &#8211; Brezhoneg = posto\u00f9 labour !"}]},{"@type":"WebSite","@id":"https:\/\/stumdi.bzh\/#website","url":"https:\/\/stumdi.bzh\/","name":"Stumdi","description":"Centre de formation \u00e0 la langue Bretonne pour adultes","potentialAction":[{"@type":"SearchAction","target":{"@type":"EntryPoint","urlTemplate":"https:\/\/stumdi.bzh\/?s={search_term_string}"},"query-input":{"@type":"PropertyValueSpecification","valueRequired":true,"valueName":"search_term_string"}}],"inLanguage":"bzh-BZH"},{"@type":"Person","@id":"https:\/\/stumdi.bzh\/#\/schema\/person\/d089f27a016ac1d91e19d10e08f153b3","name":"Ya\u00eblle Le Gall"}]}},"_links":{"self":[{"href":"https:\/\/stumdi.bzh\/bzh\/wp-json\/wp\/v2\/posts\/10964","targetHints":{"allow":["GET"]}}],"collection":[{"href":"https:\/\/stumdi.bzh\/bzh\/wp-json\/wp\/v2\/posts"}],"about":[{"href":"https:\/\/stumdi.bzh\/bzh\/wp-json\/wp\/v2\/types\/post"}],"author":[{"embeddable":true,"href":"https:\/\/stumdi.bzh\/bzh\/wp-json\/wp\/v2\/users\/3"}],"replies":[{"embeddable":true,"href":"https:\/\/stumdi.bzh\/bzh\/wp-json\/wp\/v2\/comments?post=10964"}],"version-history":[{"count":0,"href":"https:\/\/stumdi.bzh\/bzh\/wp-json\/wp\/v2\/posts\/10964\/revisions"}],"wp:featuredmedia":[{"embeddable":true,"href":"https:\/\/stumdi.bzh\/bzh\/wp-json\/wp\/v2\/media\/10961"}],"wp:attachment":[{"href":"https:\/\/stumdi.bzh\/bzh\/wp-json\/wp\/v2\/media?parent=10964"}],"wp:term":[{"taxonomy":"category","embeddable":true,"href":"https:\/\/stumdi.bzh\/bzh\/wp-json\/wp\/v2\/categories?post=10964"},{"taxonomy":"post_tag","embeddable":true,"href":"https:\/\/stumdi.bzh\/bzh\/wp-json\/wp\/v2\/tags?post=10964"}],"curies":[{"name":"wp","href":"https:\/\/api.w.org\/{rel}","templated":true}]}}