Lec’h : diouzh an den dibabet
Tachenn : Treiñ
Doare kevrat : leunamzer (erlec’hiañ)
Post da bourvezañ : ar c’hentañ ar gwellañ
Servij : Servij Treiñ-Aliañ an OPAB
Deskrivadur ar post : implij troer teknikel galleg-brezhoneg en ur skipailh a 5 troer.
Treiñ testennoù teknikel e brezhoneg diwar ar galleg (kenlabour gant servijoù all evit an dermenadurezh hag an anvioù divoutin). Sevel ar rakprizioù. Kelaouiñ hag aliañ war an doare da ginnig an divyezhegezh. Kenurzhiañ e labour gant ajañs diorren an OPAB
Profil :
- Aotreegezh vrezhoneg.Skiant-prenet deuet mat.
- Bezañ aozet mat evit echuiñ al labour e koulz.
- Bezañ en e aez evit skridaozañ ha bezañ plijet o labourat en ur skipailh.
- Bezañ gouest da sipañ e spered d’al labourioù ha bezañ evezhiek.
Deiziad diwezhañ da lakaat e anv : 20/03/2023
Gouzout hiroc’h : Evit lakaat h·e anv kas ul lizher emginnig hag ur CV en div yezh da :
Aotrou Prezidant, Ofis publik ar brezhoneg,
Kastell Kerampuilh, 29270 Karaez-Plougêr
Postel : mathilde.nicolas@opab.bzh Pellgomz : 02 98 99 30 10