Facebook Youtube LinkedIn Twitter Instagram

Skoazeller·ez war ar c’hehentiñ ha brudañ

Stumdi centre de formation en langue bretonne - Le breton en 6 mois - réunion infos en ligne 2024

 

Ar Gevredigezh C’hoariva, Kevread rannvro ar strolladoù c’hoariva a-vicher hag amatour e brezhoneg a zo o klask ur skoazeller.ez kehentiñ ha brudañ.

 

Kefridioù :

Brudañ obererezhioù ha stignadoù ar gevredigezh : Skol c’hoariva, Devezh ar skolajidi, Stignad Arvest,
Skoazell evit ar c’hrouidigezhioù amatour,
Brudañ nevezentioù ar gevredigezh hag hini izili ar rouedad o voueta al lizher kelaouiñ miziek,
Krouiñ ha skignañ ur blaketenn niverel vloaziek ha divyezhek evit kinnig ha brudañ ar gevredigezh gant
an ensavadurioù ha gant ar publik.

 

Barregezhioù goulennet :

  • Gouzout brezhoneg, live C1 c’hoantaet (kement dre gomz ha dre skrid).
  • Kaout ur spered skipailh, bezañ en e vleud/en he bleud evit daremprediñ an dud ha skrivañ, kaout ur spered-krouiñ, bezañ emren, prest da vont ha da zont.
  • Mestroniañ meziantoù diazez ar pajennaozañ hag ar rouedadoù sokial.
  • Anavezout rouedad kevredigezhioù Breizh, rouedadoù ha darvoudoù hag a denn da sevenadur Breizh ha lec’hioù skignañ pezhioù-c’hoari.
  • Bezañ dedennet gant ar c’hoariva ha brudañ ar yezhoù bihanniver.

 

Aozadur al labour :

  • Kevrat termenet hanter-amzer. Emdroadur posubl.
  • Burev ar gevredigezh a zo staliet e Douarnenez. Labourat a-bell ‘vo gallet ober.
  • Karr-tan dre ret.
  • Gopret hervez Emglev a-stroll ar buheziñ, strollad C, feur 280.

 

Titouroù-all :

  • Post-labour da bourveziñ a-benn : 02/09/2024
  • Degemeret e vo an teuliadoù emginnig betek an : 03/05/2024
  • Evit un eskemm rakdibab, raktresiñ bezañ dibres e-kerzh miz Even evit ur pennad kaoz.

 

Chomlec’h :

Itron prezidantezC’hoariva
13 straed Mikêl an Nobletz
29100 Douarnenez

choarivabrezhonek@gmail.com

 

Kinnig labour war lec’hienn C’hoariva : https://www.teatr-brezhonek.bzh/Labourat-evit-C-hoariva