facebook_dark Twitter youtube_dark instagram

Skoazeller·ez mamm

Skol diwan Plounevez-Moedeg - Stumdi, centre de formation en langue bretonne

kevredigezhel, laik, digoust ha digor d’an holl vugale adalek 2 vloaz eo skol Diwan Plounevez Moedeg. Brezhoneg dre soubidigezh a zo kinniget er skol. 2 skolaer·ez ha 2 skoazeller·ez a vo er skipailh pedagogel e karg eus ar skolidi skol-vamm ha kentañ derez en distro-skol a zeu.

Implijer : AEP Diwan Plounevez-Moedeg

Domani : Kelenn

Kregiñ gant ar post : adalek ar c’hentañ a viz Gwengolo 2021

Doare gevrat : Kevrat termenet he fad 12 mizvezh (25 eurvezh ar sizhun / ingalet war ar bloaz) dre un hentad implij barregezhioù (gwiriañ gant Pol Implij e c’hellit kaout unan).

Profil an den : Labourat a refet en ur skol dre soubidigezh e brezhoneg, e-barzh ur skipailh. Gant-se, e-kichen ar barregezhioù yezh, e vo ret kaout diazezoù mat war an daremprediñ gant an dud evel war diorren hag ezhommoù ar vugale.

Doare post : Labourat a refet a-gevred gant an eil ASEM a zo dija er skol e-pad an amzer skol ha troskol er skol-vamm dreist-holl.

Darempred :

Trugarez d’en em ginnig dre bostel da : aep.plounevez-moedeg@diwan.bzh