Facebook Youtube LinkedIn Twitter Instagram

Servij keodedel

Ti ar vro Landerne Daoulaz - Stumdi, centre de formation pour adultes en langue bretonne

O tuta paotr pe blac’h evit ur prantad servij keodedel emañ Ti ar Vro Landerne Daoulaz adalek deroù miz Gwengolo 2023.
War tachenn kumuniezh kumunioù Landerne Daoulaz emañ Ti ar Vro landerne Daoulaz o labourat. Kinnig a ra oberennoù sevenadurel, bodañ a ra ivez kevredigezhioù sevenadurel ar vro.
Den ar servij keodedel a gemero perzh e greizenn dudi e brezhoneg Ti Ar Vro a-gevret gant an animatourien. Sikour a raio ivez evit lakaat e plas oberennoù sevenadurel war an dachenn.
Karg ar servij keodedel a bado 8 miz, 28 eurvezh ar miz.
Brezhoneg eo yezh buhez ar gevredigezh, goulennet e vo digant an den er servij keodedel mestroniañ mat ar yezh.
Kinniget e vo dezhañ kemer perzh e stummadurioù aozet gant ar gevredigezh.
Titouroù : eric@tiarvrolandernedaoulaz.bzh