facebook_dark Twitter youtube_dark

Post servij keodedel Skol-vamm ha kentañ derez Plougastell-Daoulas

POST SERVIJ KEODEDEL
Skol-vamm ha kentañ derez Sant Yann ha Sant Pêr – Plougastell-Daoulas
Lakaat ar skolidi da zerc’hel soñj eus o zachennad ha da gaout spered ar vro evit an amzer da zont

Pelec’h ?
Plougastell-Daoulas 29470 (Penn ar Bed, Breizh)

Petra ?
Sikour ar vugale da zeskiñ ha da gaozeal ar yezh eo ar raktres.
Ret e vo kas gerioù nevez d’ar skolidi, bouetañ anezho ivez gant frazennoù ar vuhez pemdeziek pe troioù-lavar.
Digemeret e vo ar plac’h pe ar paotr yaouank e-touez ar skipailh pedagogel. Atav en do ul liamm gant e ward(ez).
Kefridi a vo fiziet ennañ pe enni :
– Lakaat ar vugale da gaozeal brezhoneg ar muiañ posubl.
– Sikour evit renabliñ an dafar pedagogel pe ar c’hoarioù e brezhoneg a zo dija en div skol.
– Skoazellañ ar skolaerien evit kas da benn stalioù brezhoneg dre gomz (pezhioù, c’hoari berr, enrolladennoù….)
– Kas en-dro gant ar skolaer(ez) ar stalioù-mañ en holl glasoù.
– Kas war-raok meur a c’hoari disheñvel (war ar porzh, c’hoarioù taol, c’hoarioù mont enep….)
– Aesaat an darampredoù gant ar skolaj Santez Anna.
– Lakaat aesoc’h da gaout amzer evit an eskemmoù gant ar re gozh (tud kozh, EPHAD Plougastell…)
– Kemer perzh evit bouetañ lec’hienn internet an div skol gant an traoù a zo bet graet gant pe evit ar vugale.
– Sikour tud e-karg eus an diwallerezh evit labour-noz skolidi ar c’hlasoù divyezhek er studi.
– Kemer perzh evit aozañ abadenn fin ar bloaz en Avel-vor.

Pegoulz ? Adalek d’ar 14 a viz Here 2019 (8 miz, 28e/sizhunvezh)

Mont e darempredoù gant :
Monsieur Benoit Kerneis
Ecole St Pierre
44 Rue Jean Corre 29470 Plougastel-Daoulas Tél. : 02 98 40 36 52 Email :
eco29.st-pierre.plougastel@enseignement-catholique.bzh
Madame Cécile Pédel
Ecole maternelle St Jean 45 rue Amiral Salaün 29470 Plougastel-Daoulas 02 98 40 66 66
eco29.st-jean.plougastel@enseignement-catholique.bzh