facebook_dark Twitter youtube_dark

Konje keodedel

Implijer : Skol Diwan an Oriant

Domani : Skol

Deiziad kregiñ ar gevrad : adalek 30 a viz eost 2019

Doare kevrad :  Konje Keodedel. Ar c’hoñjead keodedel en do un digoll 573 euro/miz hag a c’hello kaout predoù e kantin ar skol.

Evit gouzout hiroc’h : www.service-civique.gouv.fr

Profil an den :

Bezañ etre 16 ha 25 bloaz, diplom ebet rekiz.

Kinnig ar post labour :

Komzet e vo eus raktresoù an AEP gant an den e koñje keodedel evit ma c’hello kemer perzh enno ha kaout intrudu.

 

Fellout a ra d’an AEP (Kevredigezh deskadurezh pobl) Skol Diwan an Oriant e sikourfe ar c’hoñjead da gas da benn he raktresoù. En hor skol kevredigezhel e c’hello an den bezañ fiziet ennañ ar c’hefridioù da heul :

 

1.Kinnig, kenaozañ, kemer perzh e stalioù dudioù, sportoù ha prantadoù krouiñ. Pal ar prantadoù-se vo deskiñ dre ar blijadur ha sikour ar vugale d’ober gant ar brezhoneg. Evit ar pal-diwezhañ-mañ e c’hello kemer perzh er soubidigezh e mareoù pouezus-kenañ e-giz mare dihuniñ ar re vihan.

 

2.Sikour an darempredoù etre tud ar vugale hag ar vugale hag an edukatourien :

Dre diorren binvioù kehentiñ (frammlun, lec’hienn, kazetenn …)

Dre ginnig abadennoù evit sikour an darempredoù e brezhoneg (stalioù-labour etre tud ar vugale hag ar vugale, etre tud ar vugale hag ar skolaerien, aozañ merenn vihan da vare ar vakañsoù…)

 

3.Gwellaat ha lakaat da vezañ anavezet muioc’h oberezhioù ar skol Diwan er c’harter hag e kêr an Oriant. Skignañ ivez soñjoù ar skol : Deskadurezh evit an holl, ur sell digor war ar sevenadurioù, brudañ sevenadurioù Breizh…Lakaat ar skol da vezañ ul lec’h darempredoù sokial…

 

Darempred :

Olivier Cleren

AEP Skol Diwan An Oriant

e-mail : aepanoriant@gmail.com

oliviercleren@hotmail.fr

Téléphone : 06 14 43 08 81