Facebook Youtube LinkedIn Twitter Instagram

Kenurzhier·ez

Titl : Kenurzhier/ez
Implijer : Ti Douar Alre
Domani : Buhez ar gengevredigezh, animasion

Deiziad kregiñ ar gevrad : Miz Genver – fin miz Even 2024
Doare kevrad : Kevrad eil-lec’hiiñ
Profil an den : Gwaz pe maouez get skient prenet e-keñver al labour er metoù kevredigezhel, en e aes en daremprediñ, gouest da gas tresoù da benn e-ser ur bare tud arall (gopridi arall ha tud a vat volontez). Ret e vo bout gourdon doc’h ar benveger urzhiataerez boutin, e stad da gemer perzh er c’helaouiñ (lec’hienn internet, newsletter, face-book…). Gouest d’ober dre gomz ha dre skrid get ar brezhoneg.
Kinnig ar post labour : Kenurzhiiñ ha kas da benn get ar bare an abadennoù hag an oberezhioù kinniget get Ti ar vro a-hed ar mision (darempredoù, bruderezh, heuliiñ ar c’hontradoù) ; dreist-pep-tra «Miziad ar brezhoneg»,      « Un tañva a sevenadur Breizh ». En em gavet a ray ar goprad e-kreiz ar rouedad kevredigezhioù (daremprediñ, kelaouiñ, heuliiñ ar raktresoù…) ; kenlodek e vo e labourioù ar rannoù labour e diabarzh an ti ; e darempred e vo get servijoù an aozadurioù foran (kumunioù, kumuniezh kumunioù, departamant ar Mor-Bihan, rannvro Breizh). Karget e vo da sevel teuliadoù, da gas tresoù betek penn…

Lec’h labour : burev e Pleuwigner (56330) ha bale rekis dre zouar Alre (karr hag aotre bleniiñ dre ret); 35e/sizhun ;
diazezet àr genemglev micherioù an animasion, pazenn 300.

Darempred : Prezidant Ti Douar Alre, 11 ru an Tanin 56330 Pleuwigner ; postel :degemer@tidouaralre.com . CV + lizher en em ginnig a-raok ar 07.12.2023.