Anv ar post : Kenurzhier ar c’helaouennoù hag an embannadurioù
Tachenn ar post : Embann
Framm ar post : Leun-amzer
Post diazezet e Roazhon (pell-labour posupl evit ul lodenn eus an amzer)
AN IMPLIJIAD.EZ
- Emglev a-stroll : IDCC 1516 — Organismes de Formation, Pazenn 10
Gopr : 2002 € kriz / miz
AR RANN
- Anv ar rann : Pol Embann
Niv. a implijidi : 1
Renk an implijad : Dindan atebegezh ar rener
KEFRIDIOÙ
Kenurzhiañ embann Bremañ hag #brezhoneg (kelaouennoù daouviziek)
- Kenurzhiañ ha buheziñ ar bodadoù skrivañ
Aozañ roll danvez pep niverenn
Aozañ ar reizhañ, maketenniñ, moullañ, skignañ
Diorren ar rouedad skrivagnerien
Diorren ar gwerzhañ bruderezh da embann er c’helaouennoù
Diorren lec’hienn Bremañ hag #brezhoneg
Merañ ar rolloù koumananterien
Kenurzhiañ an embannadurioù
- Adembann, brudañ ha skignañ an hentenn Oulpan
Aozañ hag embann an Deiziataer bloaz
Kas war-raok ar raktresoù embann nevez
Brudañ embannadurioù Skol an Emsav
- Kemer perzh e foromoù/saloñsoù da vrudañ, embannadurioù, stummadurioù
hag obererezhioù Skol an Emsav, diouzh an ezhomm. Aozañ ar brudañ war an
dachenn.
Kemer perzh en abadennoù hag emgavioù e-lec’h ma vez engouestlet Skol an
Emsav, diouzh an ezhomm
DOARE DEN
- Barregezhioù Live brezhoneg uhel (Aotreegezh pe C1)
- Anaoudegezh eus chadenn ha micherioù an embann
Anaoudegezh eus ar meziantoù burev (endro Google), InDesign ha Photoshop
Anaoudegezh eus WordPress
Skiant-prenet gant ar rouedadoù sokial
Skiant-prenet war merañ al lec’hiennoù internet (magañ, skridaozañ…)
Spered & emzalc’h Prim oc’h eskemm titouroù ha keleier gant keneiled ar skipailh koulz ha gant - kenlabourerien a-bell pe gant aozadurioù all.
Emren, en h.e v.bleud o labourat e-unan, gant intrudu
Aozet mat ha pizh gant h.e labour
Douget da labourat dre ar munud, da beurlipat, gant daoulagad lemm
PAZENNOÙ AN TUTA
Ezhomm zo Lizher ha CV e brezhoneg
Da gas da Gwenael Dage, rener Skol an Emsav
gwenael.dage@skolanemsav.bzh
Deiziad termen : 15/09/2023
Deiziad kregiñ : Ar c’hentañ ar gwellañ da-heul an tuta
Gouzout hiroc’h : gwenael.dage@skolanemsav.bzh, 02 99 38 75 83