facebook_dark Twitter youtube_dark

Kazetenner·ez

Lec’h : Pondi (pe Gwened)

Framm : BRUDAÑ HA SKIGNAÑ

Tachenn : Kazetenniñ

Doare : Leun amzer (CDD ha CDI goude)

Post da bourvezañ : Adal miz Eost 2019

Deskrivadur ar post :
Bezañ e karg deus an abadenn doereioù « Keleier ar Vro » savet gant skipailhad
kazetennerion Brudañ ha Skignañ, skignet war Radio Bro Gwened, Radio Kreiz Breizh,
Arvorig FM ha Radio Kerne.
Kinnig an abadenn, sevel ha frammiñ an atersadennoù.
Labourat abred da vitin ha d’an dibenn-sizhun.
Stummadur diabarzh ha diavez.
Post-labour staliet e Radio Bro Gwened e Pondi pe e Gwened.

Stumm den klasket :
Brezhoneg komzet ha skrivet (live C1).
Kevrat termenet evit 12 miziad.
Bezañ aes gant an urzhiataer (heuliadenn Office, Audacity, Reaper…).
Skiant-prenet e bed ar radio hag ar c’hazetenniñ degemeret mat. Deraouidi degemeret mat ivez.
Bezañ emren ha labourat a-skipailhad.
Gopr hervez emglev ar gazetennerion.
Bout an aotre-bleniañ hag un oto.

Kas ur CV hag ul lizher emginnig a-raok ar 15 a viz Gouere
Deizioù emgavioù tuta miz Gouere
Darempred : bhs.radiobreizh@gmail.com / Erwan Blanchard 06 76 62 66 36