facebook_dark Twitter youtube_dark instagram

Gwazour.ez troskol liesvarrek

Skol Diwan Banaleg - Stumdi, centre de formation pour adultes en langue bretonne

Implijer : AEP skol diwan Banaleg

Domani : labour tro-skol

Deiziad kregiñ ar gevrad : dibenn miz Eost 2021

Doare kevrad : Kontrad termenet 1 bloaz – 20 eurvezh war ar bloavezh ; 24 eurvezh war al lec’h dre sizhun ; 10,25 € kriz an eurvezh – 887,65 € kriz ar miz

Profil an den :

komz a rit brezhoneg pe dedennet oc’h evit deskiñ ar yezh

– troet oc’h war an teknikoù buheziñ, divorfilañ ha korfeztaol ar vugale

– kizidik oc’h d’ar redioù desevel a sell ouzh degemer bugale a oadoù disheñvel

– an eskemm hag ar bedagogiezh a zo lod eus ho perzhioù mat

– skiant ar giriegezhioù hag ar selaou ho peus

– gouzout a rit labourat gant ur skipailh ha bezañ emren

– gouest oc’h da zoujañ ouzh ar reolennoù yec’hed ha surentez

Kinnig ar post labour :

Labourat a reoc’h en ur skol-vamm ha kentañ derez e lec’h ma vez kelennet e brezhoneg. Sikour hag ambrougiñ a reoc’h ar vugale da mareoù disheñvel e-pad an devezh, ha kemer a reoc’h perzh evit kempenn al lec’h :

– sikour evit fardañ ar predoù

– servij er c’hantin

– evezhiañ ar porzh ha troskol

– kempenn an ti hag an dafar

Darempred :

Morgane Le Saux 06.74.34.91.80 implijouramzer.aep@diwanbanaleg.bzh

-Morgane Bereziat 07.67.80.57.09 implijidi.aep@diwanbanaleg.bzh