facebook_dark Twitter youtube_dark

Gwazour.ez liesvicher ar skolioù

Deskrivadur ar c’hinnig

E-barzh ur skol vrezhonek, e vo roet deoc’h karg kempen al lec’h, ambroug ar vugale er c’hantin hag ivez sikour evit ar predoù, ober war dro an diwallerezh.

Labouret vo ganeoc’h etre 12e ha 6e30 abardaez d’an devezhioù skol + un nebeut devezioù e-pad ar bloavezh.  Gouzout brezhoneg dre gomz a zo souetet mat gant an implijerien.

Kevrat Hentadoù Implij Barregezhioù (KHIB).

Barregezhioù

Kantin :

  • Ambroug ar vugale da vare lein ;
  • Ambroug ar vugale etre ar skol hag ar c’hantin hag ivez war ar porzh-skol ;

Kempenn al lec’h :

  • Naetaat al lec’h er c’hantin hag er skol ;
  • Anaout ha gouzout lakaat e pleustr protokol kempen ar framm ;
  • Anaout ha doujañ ouzh stuzioù implijout produioù ;
  • Anaout ha gouzout dibab al lastez ;
  • Gouzout sellet ha treuzkas ar c’hudennoù mont endro a c’hellfe bezañ d’an dud a vicher e karg ;
  • Gouzout ober gant ar mekanikoù, kempen anezho ha renkañ anezho goude bezañ bet graet ganto ;
  • Gouzout an teknikoù kempen hag ober ganto ;
  • Gouzout lakaat e labour diouzh implijerien all an ti ;
  • Kempen sal ar verenn-vihan ;
  • Kempen ar skalieroù ha lec’hioù boutin all ar skol.

Porzh-skol :

  • Evezhiañ ar vugale da vare an ehanoù skol.

Merenn-vihan :

  • Ober war dro merenn-vihan ar vugale, kempen ha renkañ war-lerc’h.

An Implijer

AEP diwan lesneven

Dre ar munud

Lec’h labour : 29124 – LESNEVEN

Doare kevrat : Kevrat termenet he fad e-pad 12 miz

Natur ar c’hinnig : PEC

Padelezh sizhuniek al labour : 20 e00

Gopr : Eurioù  10,03 Euro kriz

Anv : Implijaid nanngalifiet

Doare labour : Eurioù boaz

Skiant-prenet : Skiant-prenet gant ar vugale, gouzout komz brezhoneg

Koskor ar skol : 6 goprad