facebook_dark Twitter youtube_dark instagram

Animatour·ez atalieroù radio

Radio Kerne - Stumdi organisme de formation en langue bretonneRadio Naoned – Radio Kerne

 

Post labour : Buhezour·ez atalieroù radio

Deiziadoù : Da gomañs e miz Gwengolo 2021

Lec’hioù : Roazhon / Naoned / Kemper

Implijer : Radio Naoned

Kefridi :

An animatour·ez a vo karget eus lusk hag eus mont en-dro an atalieroù radio hag eus ar pezh a sell ouzh an oberezhioù deskadurezh d’ar mediaoù.

Sevel ha frammañ a raio ar raktresoù, evit ma kloto ar re-mañ gant ezhommoù pep rummad (Bugale, krennarded / krennardezed, tud gour…).

Merañ a raio diorren an oberezh koulz hag ar c’hehentiñ, krouiñ a raio binviji labour pedagogel, respont a raio d’ar galvoù raktresoù hag ober a raio war-dro an teuliadoù bilañs.

An abadennoù a vo dalc’het el Liger-Atlantel, e Penn-ar-Bed hag en Il-ha-Gwilen.

Doare den :

  • brezhoneger-ez (live B2 d’an nebeutañ).
  • En e / hec’h aes gant an dud yaouank koulz hag ar re vras.
  • Gouzout ober gant binviji ar stlenneg hag ar rouedadoù sokial.
  • Aotre bleniañ (ha prest da foetañ bro e Breizh a-bezh).
  • Skiant-prenet war micherioù ar radio deuet mat.

 

Kevrat : CDD ur bloaz ha CDI da c’houde

Gopr : 1 250 € rik ar miz evit komañs

Darempred : melaine@radionaoned.bzh 02 28 91 03 75