facebook_dark Twitter youtube_dark instagram

AESH – skoazeller skoliad gant diaesterioù

Skol Diwan Banaleg - Stumdi, centre de formation en langue bretonne

Implijer : Deskadurezh Stad – DSDEN29

Domani : deskadurezh

Deiziad kregiñ ar gevrad : 02/09/2021

Doare kevrad : CDD etre 15 ha 20 eurvezh ar sizhun

Profil an den :

  • Brezhoneg komzet, lennet ha skrivet flour
  • Galleg komzet, lennet ha skrivet flour
  • Labourat a-skipailh
  • Bezañ dedennet gant al labour gant bugale
  • Doujañ ouzh kuzhuter al labour, lealded
  • Engouestl el labour ha c’hoant en em stummañ

Kinnig ar post labour :

  • Skoazell ur skoliad en e labour deskiñ (amzer klas, sport, oberennoù sevenadurel hag arzel)
  • Sikour ar skoliad diouzh e ziaesterioù (emzalc’h, deskiñ, chom war evezh, daremprediñ ouzh ar re all)
  • Degas ar skoliad da soñj er reolennoù hag en urzhioù-labour
  • Kenlabourat gant ar skolaer.ez evit azasaat al labour diouzh ezhommoù ar skoliad skoazellet
  • Krouiñ ul liamm a fiziañs gant ar skoliad
  • Kas ar skoliad war-zu an emrenerezh diouzh e ziaesterioù
  • Kenlabourat e lakaat e pleustr Program Skoazell Hiniennel ar skoliad m’emañ e karg (emvodoù gant ar familh, ar skipailh skoliañ)

Darempred : Skol diwan Banaleg – 29 ru Sant Lukas – 29380 Banaleg – skol@diwanbanaleg.bzh