facebook_dark Twitter youtube_dark

Stummadur “Penaos sevel un istor ?”

Ur stummadur war ar binvioù da sevel istorioù evit ar sinema, ar bannoù-treset, al levrioù, an abadennoù bev…

Savet eo bet ar stummadur-mañ a-drugarez d’ur c’henlabour etre kreizenn stummañ Stumdi, aozadur stummadurioù micher d’an dud deuet ha Groupe Ouest, Ahel European Krouiñ er Sinema.

 

Prantad stummañ Miz Gwengolo/Here 2018 : lakaat hoc’h anv a-raok an 12/07 (diouzh noz).

Eil prantad stummañ e Miz Meurzh/Ebrel 2019.

 

Kinniget e vo ar stummadur war 2 div sizhunvezh :

Sizhunvezh kentañ e Groupe Ouest e Plouneour-Traezh :

  • Displegañ ar pazennoù evit ur raktres kontañ gant frammoù solut.
  • Sikour ar berzhidi da binvidikaat o barregezh da gaout mennozhioù gant atalieroù pleustrek.
  • Kizidikaat ar berzhidi war penaos sevel ur film gant ur budjed strizh.

 

Eil sizhunvezh e Stumdi e Landerne :

  • Deskiñ referañsoù pinvidik evit ar skritur.
  • Kizidikaat ar berzhidi war dibarderioù ar brezhoneg evit ar c’hrouiñ.
  • Pleustriñ war mennozhioù ar berzhidi.
  • Kizidikaat ar berzhidi war bed ar c’hleweled brezhoneg (gwirioù, produourien…).

PDF Penaos sevel un istor