facebook_dark Twitter youtube_dark

Stumdi daveennet DATADOCK

Kreizenn stummañ Stumdi a c’hell bremañ bezañ daveennet gant holl arc’hantaouerien ar stummadurioù micher dre an diaz roadennoù DATADOCK.
Ya, respontet en deus Stumdi d’an holl verkoù, 21 en holl, evit respont da lezenn ar 5 a viz Meurzh 2014 ha da zekred arverañ an 30 a viz Even 2015.
Adalek bremañ neuze e c’hello pep arc’hantaouer daveenniñ hor c’hreizenn stummañ e-barzh e gatalog diazez.
Enoret eo skipailh Stumdi da vezañ deuet a-benn eus ar bazenn-mañ. An eil hini a vo bremañ he fal tizhout an “testeniekadur kalite” evit 2018.

 

Ma fell deoc’h kaout muioc’h a ditouroù :

https://www.data-dock.fr/