Facebook Youtube LinkedIn Twitter Instagram

Manifestadeg Gwengamp 29/05

manif guingamp - pour que vivent nos langues D’an 29 a viz Mae e tegouezho ar Redadeg e Gwengamp. Ur gouel eo sañset bezañ an darvoud-mañ. Met un doare da stourm evit ar brezhoneg eo ar Redadeg ivez. Neuze e pedomp an holl da vont da zibuniñ evit difenn hor yezh d’an devezh-se da 1e30 e ti-gar Gwengamp.

Al lezenn gouestlet d’ar yezhoù bro bet savet gant Paul Molac zo bet votet gant holl gannaded Breizh ha degemeret mat gant kalz dilennidi lec’hel. Diskouez a ra ez eo gouest ar vretoned d’en em glevet kenetreze evit difenn ar brezhoneg.

Gant al lezenn nevez, ma n’eo ket drailhet gant Kuzul ar Vonreizh, e vo tu kreñvaat plas ar brezhoneg war ar panellerezh, er stad sivil ha dreist-holl arc’hantaouiñ en ur mod reishoc’h ar skolioù Diwan ha lakaat e pleustr ar c’helenn dre soubidigezh er skolioù publik ha prevez.

 

Evit lakaat ur yezh da vevañ ha da vezañ implijet e tleer diorren ur politikerezh yezh, gant ar budjed a zere, gant pep strollegezh e pep lec’h e Breizh a-bezh war kement tachenn :

  • e bed ar vugaligoù, en deskadurezh, deus ar skol-vamm betek ar skol-veur,
  • er mediaoù hag en embann, er c’hleweled hag er bed niverel,
  • er stummadur evit an dud deuet,
  • en dudi evit ar re vihan koulz hag an dud deuet,
  • en oberennoù arzel amatour hag a-vicher,
  • en ekonomiezh hag er servij publik.

Kement-se a vo termenet gant ar palioù a vo enskrivet en Emglev Stad/Rannvro diwar-benn hor yezh, he implij er vuhez foran, hag en treuzkas barregezhioù da Vreizh.

Evit ma vo lakaet palioù uhel en emglev Stad-Rannvro, evit nac’hañ an tagadennoù dizonest a-berzh ar gouarnamant kreiz e pedomp ac’hanoc’h da zibuniñ e Gwengamp d’an 29 a viz Mae evit degouezh ar Redadeg. 

Un nebeud deizioù a-raok an dilennadegoù Rannvro ha Departamant e tibunimp a-stroll da ziskouez hor c’hoant da welet hor yezh vev o vont war-raok gant ur statud ofisiel.

 

ROUEDAD AR BREZHONEG

Le réseau de la langue bretonne

Galv sinet gant ar c’hevredigezhioù : Stumdi, Mervent, Sked, KLT, DAO, Emglev Bro Gwened, Arvorig FM, Bannoù Heol, Ar Redadeg, KBP-APLB, Emglev Bro An Oriant, Ti Douar Alre, KEAV, Ti ar Vro Landerne-Daoulaz, Mignoned ar brezhoneg, Daoulagad Breizh, Ti ar Vro Gwengamp, Telenn – Ti ar Vro Sant-Brieg, Ai’ta!, C’hoariva, Keit Vimp Bev, Roudour, Skol an Emsav…

 

Degouezh Ar Redadeg 2021

Ul lec’h emgav a vo kinniget etre ar vanif ha heuliadeg ar Redadeg : Ar Redadeg 2021 – Gwengamp

 

Galv Produet e Breizhg – Komision ar brezhoneg

Communiqué Produit en Bretagne décision Conseil Constitutionnel loi Molac