facebook_dark Twitter youtube_dark

Katalog nevez 2019-2020

Stumdi a ginnig deoc’h katalog e stummadurioù evit ar bloavezh skol 2019-2020.

Ar brezhoneg a zo ur yezh vev hag o tiorren er bed ekonomikel ha sokial.

Mirout a ra Stumdi liammoù kreñv gant aktourien ekonomiezh Breizh. War evezh emañ ivez ezhommoù stummañ e brezhoneg pe war ar brezhoneg evit an dud dilabour, ar studierien, an hiniennoù pe c’hoazh an implijidi.

Bez e c’hell pep stajiad, a-drugarez da stummadurioù Stumdi, mont war-raok war ar yezh met ivez tapout barregezhioù ouzhpenn evit labourat.

O pediñ a reomp da zizoleiñ ar pezh a c’hell Stumdi kinnig deoc’h e-barzh ar c’hatalog-mañ.

 

Kavout a reoc’h e-barzh :

  • Kinnig ar greizenn stummañ
    • Ar sifroù
    • Ar skipailh
    • Ar publik
    • Atoudoù
    • Ar servij heñchañ
  • Hor c’hevelerien
    • Stummadurioù dibaouez
    • Ar brezhoneg dindan 840e ! (6 miz)
    • Emren e brezhoneg (3 miz)
    • Ober gant ar brezhoneg (3 miz)
  • Stajoù ha Stummadurioù berr
    • Eusa (35e)
    • Bugaligoù ha brezhoneg (42e)
    • Bezañ en e vleud dre skrid (21e)
    • Penaos sevel un istor ? (70e)
    • Formule “Pevarlamm” (180e kentelioù noz, 10 devezh, 2 sizhunvezh)
    • Klask labour e brezhoneg (21e)
  • Formulenn diouzh an ezhommoù
  • Maeronezed ha paeroned Stumdi

 

Amañ-dindan ar c’hatalog :

 

Evit pellgargañ stumm PDF : KATALOG_CATALOGUE-2019-2020