Facebook Youtube LinkedIn Twitter Instagram

Grit ho prenadennoù en brezhoneg !

Brezhoneg em stal

Stal.bzh a renablo an dud a-vicher a ra gant ar brezhoneg.

Kavout embregerezhioù hag a souten hag a ra gant ar brezhoneg a c’hello an dud kar-o-yezh ober gant al lec’hienn internet ha gant an arload. War ar memes-tro e vo roet talvoudegezh d’an embregerezhioù dre o liamm gant ar yezh.

 

Ur benveg evit ar brezhoneg

Ur gevredigezh hervez lezenn 1901 eo Mignoned ar brezhoneg. E 2013 eo bet krouet. Bezañ ur gwir venveg evit ar gevredigezh keodedel evit brudañ ar brezhoneg er vuhez sokial hag armerzhel eo he fal. Kinnig a reomp pourchasoù kehentiñ d’an embregerezhioù evit ma vo aes dezho d’ober gant ar brezhoneg.

Kinnig a reomp ur boutik enlinenn ivez a-benn kinnig deoc’h produioù e brezhoneg (dilhad, pegsunioù, bitrakoù, badjoù, c’hoarioù…). Digor eo ar boutik enlinenn da aozadurioù all hag o deus c’hoant kinnig produioù a bep seurt e brezhoneg.

Aozet e vez ar festival Gouel Broadel ar Brezhoneg bep eil bloaz gant ar gevredigezh. Gouel an holl vrezhonegerezed, brezhonegerien hag ar re kar d’hor yezh eo. Kinniget e vez sonadegoù sonerezh a-vremañ, festoù-noz ha festoù-deiz, c’hoariva, sinema, atalieroù-perzhiañ, kendivizoù, c’hoarioù evit ar re vihan hag ar re vras, mell-droad, un egorenn evit an niverel hag an embregerezhioù… D’ar 7, 8 ha 9 a viz Even 2019 e vo ar festival a zeu e Langoned.