Facebook Youtube LinkedIn Twitter Instagram

Gouel al levrioù e Breizh

Gouel al levrioù 2018 - Stumdi centre de formation en langue bretonne

Bep bloaz, e dibenn-sizhun diwezhañ miz Here, e vez dalc’het ar gouel e Karaez. Kaset e vez ar gouel-se en-dro evit an tiez-embann a zo er 5 departamant eus Breizh.
Bep bloaz e vez gwelet an darn vrasañ anezho (ur c’hant bennak) eno hag o mad a reont eus ar gouel evit kinnig o levrioù nevez-embannet. Ouzhpenn 300 skrivagner a vez war al lec’h ivez evit dediañ o levrioù en o standoù.

Krouet e oa bet Gouel al Levrioù e Breizh e 1990, gant Skol Uhel ar Vro (a dalveze da Greizenn Rannvroel al Levrioù er mareoù-se) ha Kevredigezh Embannerien Breizh, goude ma oa bet aozet ur pred gant Charlie GRALL diwar c’houlenn servijoù-departamant an Aveiñ.

Fellout a rae d’ar re-se en em gavout gant an dud a oa e penn Stourm ar Brezhoneg (SAB) a vastare ar panelloù-hent evit goulenn panelloù divyezhek.

C’hoant o doa bet ar gargidi, fur hag avizet, evelato, d’en em vodañ asambles gant dilennidi en abadenn-se. Tro-dro d’an daol e oa kuzulierien-departamant ha kuzulierien-kêr eus an tu dehoù evel eus an tu kleiz. E-keit ha ma oa rener an Aveiñ o klask en em glevet gant stourmerien SAB e penn an daol e oa Jean-Yves COZAN, a oa besprezidant Kuzul-departamant Penn-ar-Bed d’ar mare-se, Martial MENARD, embanner, Daniel COTTEN, eilmaer evit ar sevenadur e KARAEZ, ha Charlie GRALL, kazetenner, o komz diwar-benn levrioù er penn all.

Er mare-se eo e oa bet lakaet ar gaoz war Saloñs al Levrioù e Sant-Brieg. Rak taolet o doa e aozerien ar billig goude an trebez ha ne oa bet aozet tra ebet en e lec’h. « Ha ma vefe adtapet ar mennozh-se ha ma vefe roet lañs en-dro d’ar saloñs-se e Karaez ? », eme unan eus ar gouvidi. Amzer lavaret chou d’ar yer hag e voe graet.

Bep bloaz, e dibenn-sizhun diwezhañ miz Here, e vez dalc’het ar gouel e Karaez. Kaset e vez ar gouel-se en-dro evit an tiez-embann a zo er 5 departamant eus Breizh. Bep bloaz e vez gwelet an darn vrasañ anezho (ur c’hant bennak) eno hag o mad a reont eus ar gouel evit kinnig o levrioù nevez-embannet. Ouzhpenn 300 skrivagner a vez war al lec’h ivez evit dediañ o levrioù en o standoù.

 

Muioc’h a ditouroù : https://www.festivaldulivre-carhaix.bzh/br/