Facebook Youtube LinkedIn Twitter Instagram

Forom tro-dro d’ar Micherioù liammet gant ar brezhoneg

Kinnig ar raktres

 

Abaoe 6 bloaz e vez kinniget gant Stumdi e Landerne ur forom tro-dro d’ar Micherioù liammet gant ar brezhoneg. Pal pennañ ar forom ez eo heñchañ hon holl stajidi. Berzh a ra ar raktres-mañ e-touez ar stajidi kement hag an dud pedet da zerc’hel ur stand.

Abaoe 3 bloaz eo bet divizet gant Stumdi digeriñ ar forom d’ur publik ledanoc’h : ouzhpenn ar stajidi a-vremañ pe stajidi bet war ur stummadurioù d’an daoulamm, studierien, liseidi divyezhek, e vo er bloaz-mañ c’hoazh digor hor forom d’an holl (brezhonegerien dilabour o tont eus Breizh a-bezh) .

 

Palioù ar raktres

 

Titouriñ ur publik ledan ha liesseurt war ar micherioù e brezhoneg: stajidi, liseidi, studierien met ivez e-touez ar gevelerien a labour war tachenn an implij (Pol Implij, Missions locales…),

Brudañ ar stummadurioù brezhoneg hag an tachennoù a vez tutet brezhonegerien ganto (kelenn, bugaligoù…)

Diskouez ar raktresoù a vez kaset da benn war an tachennoù sevenadurel : embann, c’hoariva, kleweled…

 

Deiziad ha lec’h an abadenn

 

Kinniget e vo ar forom d’ar Meurzh 19 a viz Meurzh 2019, eus 1e30 da 5e00 e Kreizenn sevenadurel ar family (2 straed ar palud bihan) e Landerne.

 

Mont en-dro an devezh

 

1e30 : Degemer gant Lena Louarn, bezprezidantez ar Rannvro, e karg eus yezhoù Breizh ha Patrick Leclerc, maer Landerne.

1e45-5e00 : Forom

 

Programm ha listenn ar standoù : PROGRAMM – ROLL AR STANDOÙ FOROM STUMDI 2019

Skritell da bellgargañ : SKRITELL FOROM STUMDI 2019

An darvoud facebook da skignañ : https://www.facebook.com/events/238342730360464/