Facebook Youtube LinkedIn Twitter Instagram

Foar ar goulennoù

Chom a reomp prest da respont d’ho koulennoù e-pad prantad ar c’henfinañ.

 

→Un danvez-stajiad·ez oc’h

→Stajiad·ez oc’h

 

1) Un danvez-stajiad·ez oc’h

  • Penaos e tremen an traoù evit an emgavioù hag an emvod titouriñ ?

N’eo ket serret hor c’hreizenn, met evit gwareziñ pep hini, e vo aozet dre bellgomz an emgavioù adal bremañ. Kaset e vo ur postel deoc’h a-raok an emgavioù gant ur c’hinnig eus Stumdi hag ar stummadur evit ma c’halloc’h aozañ ho koulennoù.

Ma cheñch an traoù ha ma vez kinniget deoc’h un emgav war al lec’h : ho po da leuniañ an testeni dilec’hiañ disdalc’hus ha dibab ar garezenn gentañ (« Déplacements entre le domicile et le lieu d’exercice de l’activité professionnelle ou un établissement d’enseignement ou de formation, déplacements professionnels ne pouvant être différés 1, déplacements pour un concours ou un examen. »).

Rankout a reoc’h kaout ganeoc’h ivez ar postel galv a c’hello prouiñ oc’h bet pedet war al lec’h.

  • Penaos lakaat hoc’h anv en ur stummadur ?

Kenderc’hel a ra Stumdi da zegemer enskrivadurioù evit ar stummadurioù dibaouez. Tu zo deoc’h pellgargañ an teuliad-enskrivañ war al lec’hienn dre hor pajenn : Lakaat ma anv pe en ur gas ur postel dre hor pajenn darempred.

 

2) Stajiad·ez oc’h

Chom a ra digor an holl greizennoù (nemet pa vez darvoudoù dibar). An doareoù degemer hag ar stummadurioù a c’hell cheñch memestra diouzh ar reolennoù : 100% a-bell pe ul lodenn hepken.

  • Daoust hag-eñ ez eus bet aozet ur stignad gwareziñ (covid-19) ? 

Er greizenn, e-giz e lec’h all, e rank pep hini doujañ ouzh ar jestroù gwareziñ hag ar reolennoù pellekaat. Aozet ez eus bet ur stignad strizh war pep lec’h-kelenn : gel hidroalkoolek, soavon, plexiglas en degemer e Landerne…).

Un notenn gant reolennoù da heuliañ a zo bet kaset d’an holl stajidi ha skritellet e pep kreizenn.

Ur redi eo lakaat ar maskl el lec’hioù kloz ha hervez ar reolennoù e talvoud. Bez’ e c’hellomp, en un doare dreistordinal, reiñ ur maskl d’ar stajiadi laosket o hini war o lec’h.

Ne vo ket graet avat evit an hent etre ho ti ha Stumdi pe betek ho lec’h staj nag eno.

  • Daoust ha gellout a rin choaz etre ar stummadur a-bell pe war al lec’h ?

Ne reoc’h ket. Ma vez lavaret deoc’h dont d’ho lec’h-kelenn e rankoc’h bezañ war al lec’h. Enrollet e vo e-giz ezvezañs ma ne zeuoc’h ket. Rankout a raio Stumdi titouriñ arc’hantaouerien ho stummadur. Evel-just ho po un digresk war ho kopr nemet ma vez un abeg ezvezañs solut ganeoc’h (da skouer un testeni savet gant ho medisin evit chom er gêr).

Ma vez lavaret deoc’h dont en-dro war ho lec’h-kelenn : ho po da leuniañ an testeni dilec’hiañ disdalc’hus ha dibab ar garezenn gentañ (:« Déplacements entre le domicile et le lieu d’exercice de l’activité professionnelle ou un établissement d’enseignement ou de formation, déplacements professionnels ne pouvant être différés 1, déplacements pour un concours ou un examen. »).

Rankout a reoc’h kaout ganeoc’h ivez ar postel galv a c’hello prouiñ oc’h bet pedet war al lec’h.

  • Penaos bezañ titouret eus ar cheñchamantoù ?

Pep tra a vo kaset dre bostel (pe dre ar stummer·ez). Lennit pizh ar pezh a vo kaset deoc’h.

  • Ha ma ne zeuan ket a-benn da heuliañ ar stummadur a-bell ?

M’ho pez kudennoù evit heuliañ ar stummadur a-bell, e c’helloc’h titouriñ ar stummer·ez pe un implijad·ez eus servijoù melestradurel Stumdi. Klasket e vo diskoulmoù asambles evit forzh peseurt kudenn (dafar/rouedad…).

Ma ne vez ket kavet diskoulm ebet, e vo titouret an arc’hantaouerien ha graet e vo war-dro ar paperioù.

  • A-bell e vo heuliet ma stummadur. Hag evezhiet e vo ma bezañs ?

Ya. Bez e rank ar stummerien heuliañ al labour hag ho pezañs bemdez. Pep tra a servij evit prouiñ d’an arc’hantaouerien emaoc’h o heuliañ ar stummadur.

  • A-bell e vo heuliet ma stummadur.  Ha paeet e vin ? 

Ya. Ne ra forzh ma vez heuliet ar stummadur a-bell pe war al lec’h gant ma vez heuliet mat ganeoc’h (sellit ouzh ar goulenn a-us).

  • Penaos e tremeno ar stajoù ?

Bez e rank ho aozadur staj (embregerezh, kevredigezh, skol…) sevel ha sinañ un testeni dilec’hiañ evit lavaret perak e rit an hent-se.

Bez ho po, c’hwi ivez, da leuniañ an testeni dilec’hiañ disdalc’hus ha dibab ar garezenn gentañ (« Déplacements entre le domicile et le lieu d’exercice de l’activité professionnelle ou un établissement d’enseignement ou de formation, déplacements professionnels ne pouvant être différés 1, déplacements pour un concours ou un examen. »).

Goulenn a reomp diganeoc’h doujañ ouzh ar reolennoù surentez a vo war al lec’hioù staj.

Ma vez nullet ho staj, titourit Stumdi.