Facebook Youtube LinkedIn Twitter Instagram

Film “Yoann an Nedeleg, sorc’henn an ilin-pib”

Mois du Doc - Stumdi centre de formation en langue bretonne

Ur film eus Ronan Hirrien

Produet gant Frañs 3 Breizh
Kinniget gant Daoulagad Breizh
2017 / 52 mun / Breizh
Ur film e brezhoneg, istitlet e galleg.

 

Yoann an Nedeleg ne oa nemet 13 vloaz p’en doa klevet son ar biniou-ilin evit ar wech kentañ dre albom Davy Spillane “pipe dreams” : ken fromet eo e ra e soñj seniñ gant ar benveg-mañ d’ar poent-se. Digeriñ ‘ra ar film gant an eñvorenn-mañ hag ur veaj da atalier Davy Spillane. Klozañ ‘ra pa zeu Davy Spillane, steredenn ar pib-ilin, da seniñ e strollad Yoann an Nedeleg e brasañ fest-noz Breizh, Yaouank, dirak 8000 a zañserien, e miz Du 2016. Eus Iwerzhon da Vreizh ec’h en em gav Yoann gant kamaraded biniaouerien-ilin dirak hor c’hamera : Loic Bléjean, Blackie O’Connell, Ronan Olivier… Eus un atalier d’ur sonadeg, eus ur gentel er skol-veur d’ur session, e kont Yoann an Nedeleg e hent, istor ar pib-ilin, e vont en-dro, istor an entan evit sonerezh Iwerzhon e Breizh azalek ar bloavezhioù 60, e glask da seniñ tonioù breizhat gant ar biniou ilin.

 

Deiziadoù :

Sadorn 3 a viz Du 9e noz Enez-Vaz Sal Ker Anna – Darempred  : 7ème Batz’Art 06 81 52 22 43
Sul 4 a viz Du 3e30 gm Lesneven L’Atelier – Darempred : Ti ar Vro Leon 09 83 22 42 96
Gant Yoann an Nedeleg
Gwener 9 a viz Du 8e30 noz Plouarzel – Darempred : Mediaoueg 02 98 89 34 94
Gwener 16 a viz Du 8e30 noz Sant-Rivoal Sal ar gouelioù– Darempred : Au P’tit Seize 02 90 41 64 13
Sul 18 a viz Du 3e gm Sant-Ivi Ti ar c’hevredigezhioù – Darempred : Bibliothèque 02 98 94 77 06
Sul 25 a viz Du 5e gm Rosporden Sal an Ti-Kêr – Darempred : Mediaoueg 02 98 66 92 18
Yaou 29 a viz Du 8e30 noz Plourin-Gwitalmeze Salle Cybéria – Darempred : Skol an Noz 06 76 47 38 66
Gant Ronan Hirrien, realisatour

 

Muioc’h a ditouroù :

http://www.daoulagad-breizh.org/mois-du-doc.html