Facebook Youtube LinkedIn Twitter Instagram

Eil stummadur “Bezañ en e vleud dre skrid”

Skritell staj Bezañ en e vleud dre skrid- Stumdi organisme de formation en langue bretonne 13 stajiad o doa kemeret perzh er stummadur-mañ e Miz Here 2018 e Landerne.

Ur stummadur all a vo kinniget e 2019 : D’ar 27, 28 ha 29 a viz Meurzh 2019 e Ti ar Vro Gwengamp ! Termen evit lakaat hoc’h anv : 28/02/2019

3 devezh fonnus gant poelladennoù a-bep seurt : kemmadurioù, poentadur, ereadur …,  (poelladennoù graet daou ha daou gant ar stajidi pe o-unan a-wechoù evit leuskel pep hini da labourat diouzh e dizh.

 

Ar programm berr ha berr :

  • Devezh 1 : An distagadur, ar yezhadur hag ar skritur
  • Devezh 2 : Ar frazenn
  • Devezh 3 : Ar doareoù disheñvel da skrivañ

 

Bep bloaz e kinnigomp stummadurioù hag a glot gant ezhommoù an dud a fell dezho deskiñ brezhoneg pe gwellaat o live yezh.

Ar stummadurioù-mañ a vez diazezet war ar gomz hag ar wech kentañ eo da Stumdi kinnig ur stummadur war ar skrivañ.

 

Muioc’h a ditouroù : Stajoù berr (hiniennel pe micherel