facebook_dark Twitter youtube_dark

Bugaligoù ha brezhoneg

divskouarn - Stumdi organisme de formation en langue bretonneSKED - Stumdi organisme de formation en langue bretonne

Stumdi, kreizenn stummañ war ar brezhoneg asambles gant Divskouarn ha Sked a ginnig deoc’h ar stummadur micher “Bugaligoù ha brezhoneg” (6 devezh war 3 sizhunvezh).

 

Palioù disheñvel diouzh ho live :

  • Kaout diazezoù e brezhoneg da implijout war al lec’h labour.
  • Krediñ ober gant ar brezhoneg war al lec’h labour.

 

Evit piv ?

  • Tud a-vicher eus bed ar bugaligoù : skoazellerien skolioù-mamm, edukatourien, buhezourien…
  • Klaskerien-labour
  • Tud prevez : tud ar vugale, tudoù-kozh, studierien…

 

Pegoulz ha pelec’h ?

3 wech 2 zevezh (2 brantad) :

  • 29-30, 6-7, 13-14 a viz Kerzu 2018 – Gwengamp . Termen evit lakaat ho anv : 14/11/2018
  • 6-7, 13-14, 20-21 a viz Even 2019 – Landerne

Priz : deuit e darempred ganeomp.

Ar stummadur-mañ a c’hell bezañ kemeret e karg dre ar stummadur dibaouez.

 

PDF : Bugaligoù ha brezhoneg