facebook_dark Twitter youtube_dark

Bezañ en e vleud dre skrid !

Bezañ en e vleud dre skrid - Stumdi centre de formation en langue bretonneBezañ en e vleud dre skrid - Stumdi centre de formation en langue bretonneBezañ en e vleud dre skrid - Stumdi centre de formation en langue bretonne

 

Echu eo ar stummadur 3 devezh « Bezañ en e vleud dre skrid ».

13 stajiad o doa kemeret perzh er stummadur-mañ d’an 29, 30 hag 31 a viz Here 2018 e Landerne.

Meur a hini a labour e kevredigezhioù pe skolioù e-lec’h ma ranker bemdez, pe alies mat skrivañ e brezhoneg.

Ouzhpenn evit gwellaat o brezhoneg evit abegoù personnel e oa deuet ul lodenn vras anezho evit o labour.

D’an devezh kentañ o doa labouret war an distagadur, ar yezhadur hag ar skritur. D’an eil devezh e oa bet gwelet peseurt mod treiñ ur frazenn ha d’an trede hini an doareoù disheñvel da skrivañ.

3 devezh fonnus gant poelladennoù a-bep seurt : kemmadurioù, poentadur, ereadur …,  (poelladennoù graet daou ha daou gant ar stajidi pe o-unan a-wechoù evit leuskel pep hini da labourat diouzh e dizh.

Pep hini en deus kavet e gont  !

Bep bloaz e klaskomp kinnig stummadurioù hag a glot gant  ezhommoù an dud a fell dezho deskiñ brezhoneg pe gwellaat o live yezh. Ar stummadurioù-se a vez diazezet war ar gomz hag ar wech kentañ eo da Stumdi kinnig ur stummadur war ar skrivañ.

 

N’ho peus ket bet tro da gemer perzh ennañ er bloaz-mañ ?

Na rit ket biloù rak ur stummadur all a vo kinniget e 2019 : D’ar 27, 28 ha 29 a viz Meurzh 2019 e Ti ar Vro Gwengamp !

 

Muioc’h a ditouroù : 02.98.21.39.94 / contact