Facebook Youtube LinkedIn Twitter Instagram

AWENN PLOUGOULM, maeronez nevez Stumdi !

Kustum eo Stumdi da zibab bep bloaz – evit lakaat war-wel e stummadurioù hir – ur v/brezhoneger·ez brudet hag en deus ul labour liammet gant ar brezhoneg.

Ar bloaz-mañ eo Awenn plougoulm, a zo bet dibabet ganeomp evit bezañ ho maeronez. Gellout a raio dre he skiant-prenet, ambrougañ ac’hanoc’h da zeskiñ ar yezh a vez implijet ganti en un doare micherel ha personel.

Awenn Plougoulm marraine de Stumdi - Maeronez stumdi

BUHEZSKRID

Awenn ‘zo bet stummet war ar sonerezh klasel hag engounel war un dro. Kanañ, dañsal, kontañ ha seniñ vibrafon a ra ingal. Desket he deus brezhoneg gant he mamm hag he mamm-gozh. Ha studiet ar yezh ivez e skol an noz, dre lizher, e skolaj Sant Frañsez, stajoù An Oaled, Strollad ar Vro Bagan, KEAV, Roudour, Stumdi, hag e skol-veur Brest betek ar Master. Peurzesket he deus brezhoneg dre gomz gant tud ar vro, ha dre he labour e Dastum Bro Leon.

Ostizez eo bet-hi e Ofis an Touristed Menez Are, e-karg eus Saloñs al Levrioù Kontadennoù ha mojennoù e Boneur. Kelennerez muzik, plij’ a ra dezhi ivez kontañ ha kanañ er beilhadegoù, er festoù-noz pe en abadennoù war an ton bras gant bagadoù pe kelc’hioù keltiek.

Krouet eo bet “L’Arbre à Pommes”, evit kinnig abadennoù kontadennoù ha muzik, e brezhoneg hag e galleg, savet diwar hengoun Breizh evit ar vugale pe an dud deuet. Gounezet he deus priz kentañ ar c’hontadennoù e brezhoneg e Kan ar Bobl 2016. Kaer eo heuliañ avanturioù Emil ar c’hrokodil, ar yarig wenn ha Ferdinant an aotrou Olifant, sikouret gant margodennoù moutik.

Kustum eo Awenn da gas touristed dre heñchoù treuz Menez Are, da gontañ dezho burzhudoù a-leizh, o varvailhat, o tañsal hag o kanañ war un dro. Korriganed a bep seurt, lutuned an tiegezh, barzhed ar vro, anevaled moutik, kannerezed an noz, an Ankou, tudennoù souezhus ha kement ‘zo c’hoazh. Klevet ha lavaret …

Awenn a gustum kemer perzh e abadennoù Addes, Ti Menez Are, ar Youdig, Eostiged ar Stangala, Dañserien Lan Tivizio, Park an Arvorig …

Kontadennoù, round pagan, gavotenn ar Menez ha Gavotaj Breizh-Uhel eo a blij dezhi ar muiañ !

 

Muioc’h a ditouroù war ar blog : awenn.canalblog.com