facebook_dark Twitter youtube_dark

30 vloaz staj Eusa !!!

Eusa-Ouessant -Stumdi centre de formation en langue bretonne

 

Abaoe 30 vloaz e vez kinniget ur staj war Enez Eusa gant Stumdi.

Daou staj a vo aozet ganeomp war an enezenn e 2019 :

  • Eus an 08 betek an 12 a viz Ebrel 2019. Evit ar vrezhonegerien. Termen evit lakaat hoc’h anv : 15/03/2019
    • Palioù : Bevañ e brezhoneg e-pad 5 devezh. Kreñvaet e vo live brezhoneg ar stajidi o teskiñ ar yezh diouzh ar mintin ha lakaat e pleustr o tizoleiñ an enezenn goude merenn.
    • Publik : Tud c’hoant ganto tapout fiziañs en o brezhoneg, o wellaat o distagadur.
    • Rakrekisoù : Stajidi gant al live B1 (live 2-3 an DBY). Ar re n’o deus ket tremenet ar DBY a vo priziet o live dre bellgomz.

 

  • Eus an 8 betek an 13 a viz Gwengolo 2019. Evit an deraouidi. Termen evit lakaat hoc’h anv : 19/07/2019
    • Palioù : Dizoleiñ ar brezhoneg hag an enezenn dre obererezhioù liesseurt. Desket e vez penaos demata, en em ginnig ha gerioù ha troiennoù ar vuhez pemdez.
    • Publik : Tud c’hoant ganto dizoleiñ ar yezh en un endro brezhonek.
    • Rakrekisoù : hini ebet

 

Muioc’h a ditouroù : Stajoù berr (hiniennel pe micherel)