Facebook Youtube LinkedIn Twitter Instagram

KLASK LABOUR E BREZHONEG

Grit ho pilañs war ar barregezhioù !

Stumdi, aozadur-stummañ aotreet dindan ur statud kevredigezh, a zo arbennikaet abaoe 33 vloaz war ar stummañ e brezhoneg d’an daoulamm evit an oadourien

Ur servij heñchañ diabarzh a vez kinniget abaoe 2006 d’e stajidi dilabour (heñchet e vez bep bloaz ur c’hant bennak a dud dilabour).

Hiziv an deiz, n’eus nemet ar stajidi a c’hell tennañ gounid eus an heñchañ war-zu postoù labour liammet gant ar brezhoneg ha padal e kresk an niver a c’houlennoù eus an diavaez.

Krouet hon eus neuze ur stignad heñchañ nevez, digor d’an holl vrezhonegerien dilabour, dindan stumm stajoù 3 devezh, gant ar pal reiñ dezho binvioù evit kaout ar muiañ posubl a chañsoù da gavout ur post liammet gant ar brezhoneg.

Palioù ar staj :

  • En em lec’hiañ war marc’had al labour liammet gant ar brezhoneg
  • Tapout teknikoù evit kavout labour e brezhoneg
  • Mont war ar renk e brezhoneg

Petra ? 3 devezh staj gant kentelioù kaset da-benn gant servij heñchañ ha pedagogel Stumdi (anavezout marc’had al labour divyezhek, sevel ur CV hag ul lizher emginnig, prientiñ ur bodad-tuta…)

Evit piv ? klaskerien-labour, liseidi, studierien, gopridi … brezhonegerien

Rakrekis : live B1-2 an DBY d’an nebeutañ (live 3)

Pelec’h : Landerne (29) – Lec’hioù all diwar c’houlenn*

*Ar staj-mañ a c’hell bezañ kinniget war un departamant e lec’h m’eo staliet Stumdi.

Deiziadoù :

  • → 9-10-11 a viz Mae 2022

Termen evit lakaat hoc’h anv : 23/04/2022

  • → 10-11-12 a viz Here 2022

Termen evit lakaat hoc’h anv : 26/09/2022

Priz : 525€

Arc’hantaouiñ posupl (eurvezhioù CPF…) : deuit e darempred ganeomp.

Cheñch a ra ar priz hervez statud an den (stajiad·ez bet, den dilabour, studier·ez, koupladoù…) : deuit e darempred ganeomp.

FOLLENN-NIJ DA BELLGARGAÑ AMAÑ : FOLLENN-NIJ-KLASK-LABOUR-2021-2022