Facebook Youtube LinkedIn Twitter Instagram

BEZAÑ EN E VLEUD DRE SKRID

Testenioù e traoñv ar bajenn 

FOLLENN-NIJ_BEVDS_2023_GWENGAMP Stumdi centre de formation en langue bretonne
  • Labourat a rit e brezhoneg hag ezhomm ho peus da greñvaat ho tiazezoù ?
  • Brezhoneger(ez) a-vihanik oc’h met diasur gant ar yezh ?

PAL : Tapout diazezoù solut e brezhoneg, dre skrid koulz ha dre gomz

PROGRAMM :

  • Devezh 1 : An distagadur, ar yezhadur hag ar skritur
  • Devezh 2 : Ar frazenn
  • Devezh 3 : Ar doareoù disheñvel da skrivañ

PUBLIK : Evit an holl vrezhonegerien a ra gant ar brezhoneg en o labour pe er gêr.

RAKREKISOÙ : Stajidi gant al live B1 (live 2-3 an DBY). Ar re n’o deus ket tremenet ar DBY a vo priziet o live dre bellgomz.

DEIZIADOÙ :

  • D’an 20-21-22 a viz C’hwevrer 2023

Termen evit lakaat hoc’h anv : 14/02/2023

 

LEC’H : E Gwengamp (22) – Lec’hioù all diwar c’houlenn. Bez e c’hell bezañ kinniget war 3 departamant : 29-22-56.

PRIZ : 525€

Arc’hantaouiñ posupl (eurvezhioù CPF…) : deuit e darempred ganeomp.

Cheñch a ra ar priz hervez statud an den (stajiad·ez bet, den dilabour, studier·ez, koupladoù…) : deuit e darempred ganeomp.

 

Staj kinniget diouzh an niver a enskrivadurioù.

 

FOLLENN-NIJ DA BELLAGARGAÑ AMAÑ : FOLLENN-NIJ_BEVDS_2023_GWENGAMP

 

MEDIAOÙ :

Le Télégramme (26/02/2020)

Le Télégramme (28/10/2020)

France Bleu Breizh Izel (4:52)

Ouest-France (03/11/2020)

Testenioù

Mael – Here 2020

Peadra da vagañ pep hini, gant danvez evit ar speredoù lemm hag ar re n’int ket kement en o aes. Pell ‘zo n’em boa ket studiet brezhoneg ! Vad a ra lakaat e fri en-dro er yezhadur a-wechoù. Reolennoù desket gwechall ha disoñjet, ha reolennoù nevez dizoloet. Ha tro am eus bet da sevel goulennoù ouzh un den gouest da respont din, an dra-se zo prizius.

Gwennaïg – Here 2020

Laouen on bet o kemer perzh er stummadur « Bezañ en e vleud dre skrid ». Plijus e oa ar strollad ha prest da labourat en ul live brav. Goude bezañ graet ar stummad 6 miz em boa c’hoant ober ar stummadur 3 devezh evit peurlipat un nebeud poentoù yezhadur ha chom hep kouezhañ e-barzh an toulloù-trap a vez etre ar brezhoneg hag ar galleg. Seul vui ma teskan brezhoneg seul vui am bez c’hoant deskiñ brezhoneg !

Yvon – Here 2019

Je suis un bretonnant de naissance qui n’a jamais été autorisé à parler dans son milieu. Tout est entré par l’oreille.  J’ai passé peu de temps (très peu) en cours de breton. Cette expérience me permettra de décider de la suite et donc du temps que je vais y consacrer et de la manière. Je vais poursuivre sur ma démarche en cours depuis une dizaine d’année, à savoir « me faire plaisir » à partir du répertoire de chants, danses et contes du pays Léon au sein de Kafe Brezhoneg Plouénan, Tud ar vro Bro Leon et KLT.

Caroline – Here 2019

Dedennus tre eo bet evidon heuliañ ar stummadur-mañ. Heuliet em eus meur a stummadur evit gwellaat ma live yezh abaoe 2003, goude 6 miz tremenet e Stumdi, hag alies ne glote ket an danvez gant ar pezh oan o c’hortoz (adwelet an diazezoù). Trugarez deoc’h !

Josselin – Here 2019

Plijadur zo gant stummerien barrek ha jentil-kenañ ! Ar c’hentelioù zo prientet mat. Ur bern plegoù fall a c’hell bezañ diskoulmet a-drugarez d’ar stummadur-se !

Erig – Here 2018

Kemeret em eus perzh er stummadur « Bezañ en vleud dre skrid » e 2018. Labourat a ran e brezhoneg met pouezus eo din kompren spered ar yezh. Traoù nevez em eus desket e-pad 3 devezh. Dedennus e oa ivez evit adwelet reolennoù ar yezh.

Erig – Here 2018

Me ‘moa lakaet va anv e staj « Bezañ en e vleud dre skrid » abalamour ‘moa desket brezhoneg gant ar re-gozh ha me’ moa desket skrivañ va unan penn koulz lavaret. En abeg da-se e vezan a-wechoù diasur peotramant dibourvez war boentoù yezhadur. Ar staj oa plijus kenañ : un toullad mat a dud o kemer perzh, kelennerien ampart war ar brezhoneg hag ur roll-labour a-feson. Evit mestroniañ ar brezhoneg skrivet buan a-walc’h, stajoù a-seurt-se a zo efedus. Bennoz doue da Stumdi.

Morwenna – Here 2018

Kemeret em eus perzh er stummadur « Bezañ en vleud dre skrid », evit gellet labourat e brezhoneg. Desket hon eus ar reolennoù skrid liammet d’ar brezhoneg. N’int ket ar memes re hag e galleg. Pouezus-tre eo e vefe implijet ur yezh vrav ha resis pa vez labouret ganti.