|
Errout a raio an RND(1) a-benn nebeud e Breizh. Cheñch a raio kalz bed ar radioioù er bloavezhioù da zont.
Evit krouiñ programmoù liammet gant an dachenn, o tiskouezh liesseurted ar yezhoù, nerzh an ekonomiezh sokial ha kengret e ranko ar radioioù kevredigezhel a labour e brezhoneg kreñvaat o skipailhoù.
Stummadurioù war ar c’hleweled hag ar radio a zo dija met hini ebet kinniget e brezhoneg. Stummadurioù war ar brezhoneg a zo dija ivez met hini ebet liammet gant an dachenn-vicher-mañ.
Stumdi, asambles gant skoazell Ti ar Vro Gwengamp hag ar 5 radio kevredigezhel (2) e brezhoneg, o deus kavet e vefe un taol-kaer krouiñ ur stummadur war patrom ar 6 miz anavezet dija. Kentelioù evit kreñvaat al live brezhoneg dre skrid ha dre gomz a vo kinniget a-hed ar stummadur, kaset da-benn gant stummerien Stumdi ha prezegennerien a-vicher a zeuio ivez evit labourat war kefridioù liesseurtar radio.
Ur stummadur a zo bet lañset e Miz Here 2021 gant 6 stajiad. Unan all a vo sur mat e 2024 . Palioù ar stummadur :
Deiziad : Ur stummadur a zo bet e 2021-2022. Unan all a vo marteze e 2024. Evit kaout muioc’h a ditouroù, kit e darempred gant Stumdi : 02 98 21 39 94 / contact@stumdi.bzh
Publik : Digor d’ar vrezhonegerien (live B2 d’an nebeutañ). Statud degemeret : hiniennel, tud dilabour, implijidi.
Arc’hantaouiñ : deuit e darempred ganeomp. |
Follenn-nij stumm pdf amañ : Flyer_radio_2021-2022
(1) Radio niverel douarel
(2) Radio Kerne – Radio Kreiz Breizh – Arvorig FM – Radio Bro Gwened – Radio Naoned
(3) : listenn war ar stern
MEDIAOÙ :
Podkast Radio U
Pennad Le Télégramme
Pennad Ouest-France
Podkast France Bleu Breizh Izel :