facebook_dark Twitter youtube_dark

Arc’hantaouiñ

PRIZIOÙ E TRAOÑ AR BAJENN

 

Dre m’eo bet an hini kentañ o vont war tachenn ar stummadurioù dibaouez en deus prenet skipailh Stumdi ur skiant dibar war stummañ oadourien war ar brezhoneg.

Stumdi  a zo un aozadur stummañ grataet hag e stummadurioù a c’hell bezañ kemeret e karg e meur a zoare.

 

Evit gouzout hiroc’h war ho kwirioù d’en em stummañ e c’hellit pellgargañ ar pdf-mañ

PDF : Brezhoneg, Skoaziadoù ar Rannvro evit deskiñ / bezañ stummet / labourat

 

Arc'hantouiñ - Stumdi kreizenn stummañ war brezhoneg

 

TUD DILABOUR

M’emaoc’h e soñj mont war ur vicher vrezhonek e c’hellit bezañ skoazellet gant ar C’huzul Rannvro.

 

 

IMPLIJIDI

Ha termenet pe didermen e vefe ho kevrat-labour e c’hell hor stummadurioù bezañ kemeret e karg e framm ar stummadur dibaouez :

  • C.I.F (Ehan hiniennel Stummañ)
  • C.P.F (Kont hiniennel Stummañ)
  • Cheñch micher…

 

Arc'hantouiñ Stumdi, centre de formation pour adultes en langue bretonne

 

Muioc’h a ditouroù a c’heller kaout en ur vont e darempred gant an den e-karg eus an implijidi en ho labour.

 

 

DANVEZ-KELENNERIEN / BUGALIGOÙ

Kuzul Rannvro Breizh a ginnig skoazelloù deoc’h pe dre ar yalc’hadoù :

DESK Kelenn

DESK Bugaligoù

 

 

RAKTRESOÙ ALL

Tud ha n’int nag implijidi na dilabour met gant ur raktres micher e brezhoneg a c’hell (e degouezhioù ‘zo) kaout skoazelloù evit o stummadur. Deuit e darempred ganeomp.

 

PLASOÙ “PRIC”

Pric - - Stumdi organisme de formation en langue bretonne

 

EMBREGEREZHIOÙ HA STROLLEGEZHIOÙ

Stummañ hoc’h implijidi d’ar yezh pe da sevenadur Breizh a fell deoc’h ober? STUMDI, aozadur stummañ grataet, zo prest d’ho sikour en ho raktres.

Kreizenn stummañ Stumdi a c’hell bremañ bezañ daveennet gant holl arc’hantaouerien ar stummadurioù micher dre an diaz roadennoù DATADOCK.

 

KOUST AR STUMMADURIOÙ DIBAOUEZ :

 

Ar brezhoneg dindan 840e ! (evit deraouidi) :

  • Priz CIF : 7600 € + 300 € frejoù enskrivañ
  • Arc’hantaouiñ posupl evit an dud dilabour.
  • Prizioù ispisial hervez ar publik, deuit e darempred ganeomp.
  • Prizioù ispisial evit ar stajidi gozh, deuit e darempred ganeomp.

 

Stummadurioù 3 miz (evit brezhonegerien) :

  • Priz CIF : 4900 €
  • Arc’hantaouiñ posupl evit an dud dilabour.
  • Prizioù ispisial hervez ar publik, deuit e darempred ganeomp.
  • Prizioù ispisial evit ar stajidi gozh, deuit e darempred ganeomp.

 

→ DIVIZOÙ HOLLEK GWERZHAÑ STUMDI

 

Deuit e darempred ganeomp war pajenn al lec’hienn darempred pe dre bellgomz d’ar 02 98 21 39 94.

Teurel a raimp evezh ouzh hoc’h ezhommoù hag asambles e klaskimp ar formulenn emaoc’h o c’hortoz.