Servij Heñchañ

A-raok kregiñ ganti:

M'ho peus c'hoant da c'houzout hiroc'h diwar-benn bed al labour brezhonek sellit ouzh ar filmig-mañ pe lennit ouzh teuliad DAO hag Ofis ar brezhoneg : Stummadurioù e brezhoneg : ul leurenn evit an implij.

Ar servij heñchañ:

Abaoe miz Gwengolo 2006 ez eus eus ar servij-se. Priz Rannvro Dazont ar Brezhoneg en deus tapet e 2007.

Ar servij-mañ zo evit stajidi Stumdi war stummadurioù hir (6 miz pe 3  miz) hag o defe c'hoant da gaout sikour en o enklaskoù-labour pe e kempenn o raktres micher diouzh bed al labour brezhonek.

Un eil ahel-labour a zo gant ar servij-heñchañ: Sikour an implijerien a-benn aozañ stummadurioù evit o implijidi ha tuta implijidi divyezhek.

Evit priziañ hor servij e kasomp da benn un enklask d'hor stajidi dilabour 6 miz goude dibenn o stummadur. E-touesk ar respontoù hor bez bep bloaz (84% eus hor stajidi a respont deomp) e vez 90% ha na glaskont ket labour ken. Pe e kavont ul labour (divyezhek evit al lodenn vrasañ) pe e lakaont o anv war studioù evit bezañ arbennikoc'h.

Hag en un doare pleustrek?

-Mont e darempred gant an aozadurioù sikour d'an implij hag an embregerezhioù hag ar strollegezhioù tiriadel evit titouriñ ha kizidikaat anezho d'ar Brezhoneg. Broudañ an holl da reiñ ur plas d'ar yezh en o c'hinnigoù stummadurioù.

-Emweloù hiniennel evit sikour hor stajidi gant o raktresoù micher e-keñver bed al labour brezhonek.

-Stalioù-labour war sevel CV-où ha lizhiri youl e Brezhoneg.

-Krouiñ ha skignañ Profiloù micher

 

Evit muioc'h a ditouroù kasit ur postel deomp

serv.insertion.henchan@stumdi.bzh

 

Disoc'hoù an enklask bet leuniet gant ar stajidi gozh eus ar prantad kentañ (klikit war ar skeudenn) :

 

FOROM AN IMPLIJ E BREZHONEG :

Bep bloaz e vez aozet gant servij heñchañ Stumdi ur forom tro-dro d'al labour e brezhoneg, digor d'an holl !

Amañ-dindan skritell ha roll ar standoù ar bloaz tremenet.

Partager/Sauvegarder