Animateur / Animatrice de radio

Employeur: 
Radio Kreiz Breizh
Domaine: 
Radio
Poste à pourvoir: 
Lundi, 1 Janvier, 2018
Type de contrat: 
CDD 12 mois
Descriptif du poste: 

Emañ Radio Kreiz Breizh o klask war-lerc’h : Un animatour(ez) radio

Emañ ar gevredigezh Radio Kreiz Breizh e Sant-Nigouden (22). Ur radio divyezhek eo : galleg ha brezhoneg a glever ennañ. Sikouret e vez ar radio gant 50 parrez a gKreiz-Breizh da Dreger, Rannvro Breizh, departement Aodoù An Arvor ha hini Penn-Ar-Bed. Posubl eo klevout an abadennoù war buhez an dud er vro war-eeun pe war internet. Liammet eo RKB gant ar gevredigezh Brudañ Ha Skignañ, ha kenlabourat a ra neuze gant Radio Bro Gwened, Radio Kerne hag Arvorig FM.

Ar vicher

Ret e vo d’an animatour(ez) kas abadennoù e brezhoneg da benn war ur prantad pe meur a brantad an deiz o terc’hel kont eus spered ha palioù ar radio hag an animatourien all a vo ret labourat gante.

Ret e vo neuze :

- Prientiñ an abadennoù (mont war blas, atersiñ tud, sevel rubrikennoù, choaz tonioù a-zere gant an abadenn, frammañ ar son a-benn sevel un oberenn glok…)

- Kenlabourat gant ar c’hopridi all, an dud a-youl-vat, ar stajidi, ha tud Brudañ ha Skignañ

- Kinnig an abadenn war-eeun (ha neuze sevel atersadennoù war-eeun ivez)

- Prientiñ an abadennoù da vezañ adskignet ha podkastet

Ret e vo beajiñ war un terouer ledan bet termenet gant RKB neuze 

 

Labour CDD leun amzer 12 miz eus ar 1añ a viz Genver betek an 31 a viz Kerzu 2018, labour e St Nigouden (22).

Gopr hervez taolenn kontrad-emglev ar radioioù

Profil: 

- Bezañ un den leun a-youl, bezañ urzhiet mat, hag emren 

- Kaout plijadur o komz hag o taremprediñ gant an dud

- Bezañ plijet o kenlabourat gant ho kenseurted ha tud all

- Bezañ en hoc’h aes o kinnig abadennoù dirak ur mikro

- Komz brezhoneg mat ha brav (blazet mat)

- Bezañ bet o labourat evit ur radio dija

- Bezañ mestr war ar skrivañ brav hag an ezteurel plaen

- Anavezout terouer ar C’hreiz-Breizh ha hini Bro-Dreger war bep tachenn : ekonomiezh, politikerezh,  sokiologiezh, sevenadur …

- Anavezout buhez ar c’hevredigezhioù

- Ober gant ar c’hompoderezh : ar bizskrivañ koulz hag implij ar poelladoù ret evit al labour animatour(ez)

- Kaout an aotre-bleniañ hag un oto

Contact: 

Envoyez lettre et CV à rkb-tuta@orange.fr

Avant le 15 décembre 2017

 

Partager/Sauvegarder