KLARIS LAVANANT – MAERONEZ NEVEZ !

© Yann Champeau (photo tirée du livre des 30 ans de Stumdi)

Kustum eo Stumdi da zibab bep bloaz - evit lakaat war wel e stummadurioù hir - ur v/brezhoneger(ez) brudet hag en deus ul labour liammet gant ar brezhoneg.

Goude Denez, eo bremañ Klaris Lavanant, kanerez, a vo hor maeronez.

Bet stajiadez deomp e 2014/2015, gellout a raio dre he skiant-prenet, ambrougañ ar stajidi da zeskiñ ar yezh a vez implijet ganti en un doare micherel ha personnel.

 

"Enoret ha laouen on o vezañ maeronez Stumdi ar bloaz-mañ, goude Denez Prigent warlene !

Desket em eus ar brezhoneg eno ivez dre soubidigezh e-pad meur a viz, un nebeud bloavezhioù zo... Peogwir eo ret deskiñ e yezh en-dro e Breizh alies.

Mirout a ran un eñvorenn bev-kenañ ha krouet em eus liammoù don, zoken ma n'en em welomp ket bemdez. Evel ur bugel a oa ennomp, ganet eo bet hag a gendalc'h da greskiñ c'hoazh, dihunet eo ul lodenn eus va istor gant ar yezh-mañ ha kemer a ra perzh er va buhez pemdeziek bremañ, dre gomz, dre lenn pe dre skrid.

Klokoc'h en em santan hiziv ha ne ra nemet kregiñ !

Chañs vat d'an holl stajidi nevez evit ar sizhun kentañ e c'hwec'h kreizenn stummadur Stumdi ha mall zo warnon komz brezhoneg asambles a-benn nebeut !"

 

Partager/Sauvegarder