Staj Eusa "Enezenn e zeñzorioù"

Pal ar staj-mañ eo deskiñ pe addeskiñ brezhoneg a-hed an devezh.

Broudet e vez ar stajidi da gaozeal Brezhoneg deus ar mintin betek an noz. Diouzh ar mintin e vez kentelioù. Gwelet pe adwelet e vez krafoù yezhadur hervez ezhommoù ar stajidi. Goude merenn e vez dizoloet an enez. Bizitet e vez mirdi an Niou Huella a ginnig ar vuhez war an enez. Ennañ e vez aozet ur Gorsez («beilhadeg» e Brezhoneg Eusa) gant brezhonegerien deus an enez. Klask an teñzor a vez aozet ivez. Diouzh an noz e vez fardet boued asambles, debret asambles, kaozeet Brezhoneg asambles. Tennañ a reomp gounid deus kement degouezh a zo evit sikour ar stajidi da vont pelloc'h gant ar Brezhoneg, gant o Brezhoneg. Goude koan e c'hoariomp, e kanomp, e kontomp istorioù farsus, kontadennoù...e Brezhoneg evel-just. Dùrisch schàde wurd m'r schlöij evel ma vez lavaret gant an dud deus Elzas. Fur e teuomp da vezañ pa reer fazioù.

 

Muioc'h a ditouroù : contact@stumdi.bzh / 02.98.21.39.94

 

 

Lieu: 
ENEZ EUSA
Dates: 
Monday, 23 April, 2018 - Friday, 27 April, 2018
Partager/Sauvegarder