30 Vloaz Stumdi

UN AVANTUR DREIST-ORDINAL SKRIVET EN UL LEVR

 

Embannet ez eus bet gant Stumdi ul levr evit 30 vloaz ar greizenn-stummañ. Tro ho po gant al levr-mañ da gompren gwelloc’h istor Stumdi ha da lenn pennad-stur Ronan Hirrien, prezidant Stumdi met ivez hini André Lavanant, bet prezidant kentañ ar greizenn. Kinniget e vo deoc’h ivez ar skipailh, ar c’huzul-merañ, paeroned ha maeronezed Stumdi. Stajidi gozh, bet war ar stummadurioù hir 6 pe 9 miz, a zo lakaet war-wel ivez.

 

Dibabet hon eus neuze 20 den gant profiloù micher disheñvel pep hini anezho bet poltredet gant ur poltrejer a-vicher (Yann Champeau) war o lec’h-labour. Pep hini en deus respontet d’ur c’houlennaoueg hag a sikour al lenner da c’houzout perak en deus bet c’hoant da  zeskiñ brezhoneg ha petra en deus digaset ar yezh dezhañ en e vuhez micherel ha personel…

 

Diwar mennozh Nolwenn Guiziou, stummerez, evit lidañ 30 vloaz Stumdi

Grafour al levr : Yann Champeau

Niver a skouerenn bet embannet : 300

 

Priz : 10€ 5€ (+ frejoù lizher ma vez kaset dre an ti post)

Partager/Sauvegarder