Kinnig

 

An aozadur stummañ Stumdi a respont da ezhommoù ur publik liesseurt c'hoant gantañ deskiñ, pe mont donoc'h gant ar Brezhoneg. Bastañ a ra d'an ezhommoù-se a-drugarez d'an 30 vloaz skiant-prenet hag ivez d'e servijoù aet war-du ar micherelaat (Melestradur, Kelenn, Heñchañ).

 

Skipailh Stumdi (Ur pemzek implijad bennak) a zegemer bep bloaz ouzhpenn 350 stajiad etre miz Gwengolo ha Gouere war hor seizh lec'h staj : Aradon (56), Brest (29), Gwengamp (22), Landerne (29), Plañvour (56), Pondi (56) ha Sant-Brieg (22).

 

Sinet ez eus bet emglevioù etre Stumdi ha Skol-veur Brest, hini Roazhon II, hag an div skol-veur gristen e Aradon ha Gwengamp. Pal an emglevioù-se eo sikour hor stajidi evit lakaat o stummadur da dalvezout en o studioù.

 

Ezel eo Stumdi eus DAO (deskiñ d'an oadourien) hag ivez eus PRODUET E BREIZH.

Diwar berradur « stummadur dibaouez » e teu anv Stumdi. Gallout a reer kompren ivez « Ti ar stummañ ».

 

Pal Stumdi?

Ledanaat plas ar Brezhoneg e bed al labour ha kreskiñ an niver a vrezhonegerien en ur ginnig stummadurioù diouzh ezhommoù pep hini.

  • Daou stummadur hir, 840 eurvezh war ar Brezhoneg (stummadurioù micherelaat ha diplomus).
  • Stummadurioù 3 miz : "Emren e brezhoneg" (399 eurvezh) pe "Ober gant ar brezhoneg" (399 eurvezh),
  • Kalz stajoù berr teorikel pe tematek,
  • Prantadoù stummañ diouzh ezhommoù an hiniennoù pe implijidi un embregerezh (goulennit hon teuliad : Echantillons de formations adaptées aux salariés),
  • stajoù micher brezhonek war un dodenn resis (bugaligoù, skrivañ...)
  • Ar stummadur “Memor ar Brezhoneg” evit ar re o deus klevet Brezhoneg pa oant bihan.

Evit muioc'h a ditouroù, kit war hor pajennoù stummadurioù.

Emglevioù Stumdi ha talvoudekaat skiant-prenet hor stajidi



Partager/Sauvegarder