facebook_dark Twitter youtube_dark

Warning: file_exists(): Unable to find the wrapper ".http" - did you forget to enable it when you configured PHP? in /var/www/clients/client1/web656/web/wp-content/mu-plugins/zi-functions.php on line 169

Kinnig

Stumdi organisme de formation en langue bretonne Savour ha diorroour ar stummañ war ar brezhoneg !

  • Abaoe 1985, n’eus bet kavet par ebet
  • Kadarnaet gant ouzhpenn 2000 stajiad
  • An hini nemetañ a ginnig deoc’h ur servij heñchañ (digoust hag efedus)

 

Stumdi degemerabl – datadock abaoe 2017 / testeniekadur AFNOR war ar stern (2018)

 

Stumdi zo un aozadur stummañ hag a zo bet savet diwar ezhommoù ur publik liesseurt c’hoant gantañ pe deskiñ brezhoneg, pe mont donoc’h gant ar yezh. Bastañ a ra d’an ezhommoù-se a-drugarez d’e 33 bloaz a skiant-prenet ha d’e servijoù aet war-du ar micherelaat : Kelenn, Melestradur, Heñchañ.

Skipailh Stumdi (un tregont implijad) a zegemer bep bloaz ouzhpenn 350 stajiad etre miz Gwengolo ha miz Gouere e c’hwec’h lec’h staj: Aradon (56), Brest (29), Gwengamp (22), Landerne (29), Plañvour (56) ha Sant-Brieg (22) pe en embregerezhioù.

 

Sinet ez eus bet emglevioù etre Stumdi ha skol-veur Brest, hini Roazhon II, hag an div skol-veur gatolik en Aradon ha Gwengamp. Pal an emglevioù-se eo sikour hor stajidi da lakaat o stummadur da dalvezout en o studioù.

 

Brudet eo Stumdi evit e stummadur « Ar brezhoneg dindan 840 eurvezh » krouet 23 bloaz ‘zo. Ar stummadur-mañ a zo e bal lakaat ar stajidi deraouidi da vestroniañ ar yezh dre gomz ha dre skrid. Diwar an 840 eurvezh e vez 770 eurvezh kentel (35 eurvezh dre sizhun), ha 70 eurvezh staj (skol, stal, kevredigezh…).

 

Diwar berradur « stummadur dibaouez » e teu anv Stumdi. Gallout a reer kompren ivez « Ti ar stummañ ».

 

Pal Stumdi?

Ledanaat plas ar brezhoneg e bed al labour ha kreskiñ an niver a vrezhonegerien dre ginnig stummadurioù diouzh ezhommoù pep hini.

 

 

DIBAB PENNADOÙ …

Pennadoù kazetenn 2016-2018 - Stumdi centre de formation en langue bretonne

Dibab pennadoù 2016-2017

Dibab pennadoù 2017-2018

 

Frisenn gronologel Stumdi (eus 1986 da 2018) :

Frizenn - Stumdi organisme de formation en langue bretonne